Lein : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 19: Linenn 19:
== Al listri ==
== Al listri ==
[[Restr:Porzellanmanufaktur Ludwigsburg Coffee Set.jpg|thumb|Rikoù lein.]]
[[Restr:Porzellanmanufaktur Ludwigsburg Coffee Set.jpg|thumb|Rikoù lein.]]
Implijet e vez un [[tas]], ur [[bolenn|volenn]] pe ur [[mug]], ur pod-kafe pe ur pod-te. Un asied evit lakaat e damm bara, ur gontell evit ledañ an amann hag ul loa evit ledañ ar c'hoñfitur. Gant ur gontell e vez ledet o c'hoñfitur gant ar Saozon.
Implijet e vez un [[tas]], ur [[bolenn|volenn]] pe ur [[mug]], ur pod-kafe pe ur pod-te. Un asied evit lakaat e damm bara, ur gontell evit ledañ an amann hag ul loa evit ledañ ar c'hoñfitur. Gant ur gontell e vez ledet o c'hoñfitur gant ar Saozon{{Daveoù a vank}}.


== Pennadoù kar ==
== Pennadoù kar ==

Stumm red eus an 19 Gou 2022 da 06:48

Lein ar beure gant William Bouguereau (1887).

Pred kentañ an devezh eo lein (pe dijuniñ). Kemeret e vez goude bezañ savet eus e wele, pe diwezhatoc'h er beure.

Lein e Breizh gwechall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall e veze leinet bara du, krampouezh ed-du ha soubenn, yod-kerc'h, yod-ed-du, soubenn gant ar gouerien.

Al lein a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lein kevandirel.
Ul lein saoz gant vioù mezet, salzigoù, black pudding, bacon, tokoù-touseg, fav gwenn, hash browns hag un hanter tomatezenn.

Adalek an XXvet kantved e Breizh eo krog an dud da zebriñ hag evañ traoù all da lein, boued dous dreist-holl (bara gant amann ha/pe koñfitur, bara krazet, biskotennoù), ur banne chokolad tomm gant ar vugale, unan kafe dre laezh gant an dud vras, a-wechoù ur banne chug-orañjez.

Seurt lein vez anvet lein gevandirel gant al letioù adalek an eil lodenn eus an XXvetkantved, pa vez graet lein saoz eus ur pred sall gant salzigoù, fav gwenn, bacon, vioù, keuz hag edajoù, hag ur banne te da evañ. En XXIvet kantved e vez debret edajoù sukret gant lod e Breizh dre levezon ar sevenadur angl-ha-saoz. Tuet e vez tud zo da zebriñ leinoù yac'hoc'h gant bara brazed, ur frouezhenn, un evaj, ur yaourt.

Dre vras e vez fonnusoc'h al lein e Norzh Europa ha treutoc'h er Su. Er broioù saoznek e vez debret edajoù evel ar c'horn-flakes, e Bro-Spagn e vez debret churros.

Bouedouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar vezhurourien e tle an dud debriñ ul lein fonnus goude ur yunadenn 10 eur bennak hag evit kaout energiezh evit ar beure. Ur c'hard eus kaloriennoù ar glukidoù e rank degas al lein bemdez, gant ur c'hempouez etre ar sukrennoù kevall hag ar sukrennoù divall. Un evaj, edajoù ha frouezh eo ret bezañ debret pe evet, peogwir e tegas proteinoù, glukidoù ha vitaminoù.

Al listri[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rikoù lein.

Implijet e vez un tas, ur volenn pe ur mug, ur pod-kafe pe ur pod-te. Un asied evit lakaat e damm bara, ur gontell evit ledañ an amann hag ul loa evit ledañ ar c'hoñfitur. Gant ur gontell e vez ledet o c'hoñfitur gant ar Saozon(Daveoù a vank).

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bod ha boued, kevatal d'ar bed & breakfast (B&B) breizhveuriat, un ti lec'h ma vez kousket ha debret lein antronoz veure.
  • brunch
  • adlein