Le Peuple breton : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D PDF deus an niverenn 2
Removing image does not open
Linenn 1: Linenn 1:
{{stumm an titl|''Le Peuple breton''}}
{{stumm an titl|''Le Peuple breton''}}
[[Restr:Le Peuple breton (newspaper) old version.jpg|thumb|300px|''Le Peuple breton'' er bloaz 1971.]]
Magazin kelaouiñ miziek [[Unvaniezh Demokratel Breizh]] (UDB) eo '''''Le Peuple breton'''''. Embannet eo bet ar c'hentañ niverenn e miz Genver [[1964]], un nebeud devezhioù war-lerc'h krouidigezh ar strollad. Ur strollad politikel emrenelour kizidik ouzh ar mennozhioù sokialour hag ekologour eo UDB. Media hollegour e chom Pobl Vreizh ur magazin menoioù avat. “Sellet ha kompren ar bed diwar Vreizh” a vez kinniget ober d’al lennerien.

Stumm eus an 6 Gwe 2020 da 20:00

Magazin kelaouiñ miziek Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) eo Le Peuple breton. Embannet eo bet ar c'hentañ niverenn e miz Genver 1964, un nebeud devezhioù war-lerc'h krouidigezh ar strollad. Ur strollad politikel emrenelour kizidik ouzh ar mennozhioù sokialour hag ekologour eo UDB. Media hollegour e chom Pobl Vreizh ur magazin menoioù avat. “Sellet ha kompren ar bed diwar Vreizh” a vez kinniget ober d’al lennerien.

Le Peuple breton a oa bet anv ur gelaouenn all, berrbad, bet krouet gant Joseph Martray goude an Eil Brezel-bed. Gant e aotre he doa gellet UDB implijout an titl evit he c'helaouenn.

Renerien ar gelaouenn

Pobl Vreizh

Pennad pennañ: Pobl Vreizh

E miz Genver 1970 e voe embannet kentañ niverenn Pobl Vreizh, kelaouenn vrezhonek UDB, hag a badas betek he 140vet niverenn e 1982. Dont a reas en-dro Pobl Vreizh e miz Kerzu 1984 e stumm ur c'haier e niverenn 252 Le Peuple breton. Adalek 1986 e teuas Pobl Vreizh da vezañ eil titl Le Peuple breton hag e voe kavet e pep niverenn etre div hag eizh pajennad e brezhoneg. Ur seurt kelaouenn er gelaouenn.

Evit mont pelloc'h

Evit kaout un alberz eus pouez Le Peuple breton evit stummadur stourmerien UDB hag an eskemm mennozhioù e Breizh, lenn pennad Ronan Leprohon (pp 205-209) el levr embannet dindan renerezh Tudi Kernalegenn ha Romain Pasquier "L'Union démocratique bretonne, un parti autonomiste dans un État unitaire" (Presses universitaires de Rennes, 2014).

Pennad kar

Liammoù diavaez

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.