Hudellouriezh an treid : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lamet kuit eo bet ar restr ''Foot_fetish_kissing.webm'' peogwir e oa bet diverket diwar Commons gant Cookie
Linenn 19: Linenn 19:
* [[Elvis Presley]], kaner stadunanat
* [[Elvis Presley]], kaner stadunanat
* [[F. Scott Fitzgerald]]
* [[F. Scott Fitzgerald]]
* [[François Mitterrand]]
* [[Georges Tron]], ministr gall
* [[Georges Tron]], ministr gall
* [[Quentin Tarantino]]
* [[Quentin Tarantino]]

Stumm eus an 18 Kzu 2018 da 20:39

Ouzhpenn an treid, an divhar hag al loeroù, ar botoù ivez a c'hall broudañ ar c'hoant reizhel.
Kontez he skourjez . Skeudenn gant Martin van Maele evit levr Pierre Mac Orlan La Comtesse au fouet, Jean Fort, coll, Paris, 1926.

Hudellouriezh an treid, pe c'hoant-treid (chwant traed e kembraeg), pe podofiliezh, zo ur barafiliezh, anezhi ar c'hoant pe an trivliad reizhel o deus tud zo evit an treid. O flijadur reizhel a gavont e-giz-se hepken[1]. Paotred e vez an droadgarourien peurvuiañ, met plac'hed e c'hallont bezañ a-wechoù. E ster poblek ar ger[2] n'eo hudellouriezh an treid nemet karantez an treid, an doug d'an treid hep ma vije forc'hus.

Ken tost eo an daou dermenadur-se m'en em veskont alies. Arabat e vefe o c'hemmeskañ avat. Hudellouriezh an treid er ster poblek zo un dra reizh-kenañ ha n'eo ket disheñvel diouzh hudellouriezh ar brennid pe da hini an divglun a zo an hudellouriezhioù zo ar re stankañ, da lâret eo diwar-benn lodennoù ar c'horf a vez c'hoantaet ar muiañ en darempredoù reizh[3].


En arzoù

Tud evel Goethe ha Baudelaire a zo bet brudet da vezañ troet gant treid ar maouezed.

Tud

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. Trois essais sur la Théorie Sexuelle
  2. Alfred Binet, Le Fétichisme dans l'Amour
  3. s.o. William Rossi, Érotisme du pied et de la chaussure hag Alfred Binet, Le Fétichisme dans l'Amour