Urzh ar Vreudeur minor : diforc'h etre ar stummoù

Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Bot: Migrating 43 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q165005 (translate me))
No edit summary
{{LabourAChom}}
[[File:Franciscan friar.jpg|thumb|200px|Ur '''Frañsezad'''
e [[Bro-Saoz]], [[1904]]]]
'''Urzh ar vreudeur minor''' (''Ordo fratrum minorum'' e [[latin]]), pe urzh ar Frañseziz, zo un aozadur relijiel [[Iliz katolik roman|katolik]] bet krouet gant [[Sant Frañsez a Asiz]] (Giovanni di Bernardone e anv gwirion), eus [[Assisi]], en [[Italia]]. E [[1210]] e voe degemeret ar reolenn gentañ, "Reolenn sant Frañsez", gant ar [[pab]] [[Inosant III]]. Un urzh kesterien eo, evel ar re a voe savet en {{XIIvet kantved}} en [[Europa]].

== Anvioù ha rummoù ==
''Ordo fratrum minores'' eo anv ofisiel an urzh, a vez berraet en "O.F.M.". Hiziv emañ ar skourr pennañ (an O.F.M.), ar vreudeur kouent (O.F.M. kouent) hag ar Gabusined (O.F.M. Kabusined).

Lesanvioù zo bet roet da leaned an urzh-se : ar ''Frañseziz'', ar "Gordennerien", ar "vreudeur-vihan".

E-maez an urzh e kaver kumuniezhoù katolik a ra dave da sant Frañsez a Asiz. Un urzh evit ar [[maouez]]ed, [[Urzh an Itronezed paour]], zo bet savet ivez en Asiz gant [[Santez Klara]] da vare sant Frañsez ha diwar e gelennadur.

Gant sant Frañsez ivez e voe savet an [[Trede Urzh frañsezat]], ur gumuniezh tud lik a glask heuliañ reolennoù ar frañseziz hep mont da lean. Un nebeud kumuniezhoù Katoliked-kozh ha [[Protestantiezh|Protestanted]]-kozh zo ivez.

E [[1210]] e roas ar pab Inosant III an aotre dre gomz da gendelc'her gant ar gumuniezh. E [[1210]] e voe savet un eil kumuniezh da heuliañ reolenn sant Frañsez : urzh an Itronezed paour, anvet ivet Urzh santez Klara diwar he diazezourez, Chiara Offreduccio di Favarone.

E [[1217]] e voe rannet Italia e rannvroioù frañsezat, ur "maodiern-rannvro" e pep hini anezho. Enebiñ a reas sant Frañsez ouzh un urzhazh kempleshoc'h. D'ar mare-se ez eas sant Frañsez da [[Palestina|Balestina]], o lezel daou vrur e penn an urzh.

Diwar intrudu an daou vreur-se ez embannas ar pab [[Honorius III]] ur [[builh|vuilh]] a redias ar vreudeur nevez da gaout ur stummadur e-pad ur bloavezh, d'em ouestlañ ez-ofisiel er relijion gristen, hag a embannas e vije ensellet ar prezegerezh.

Enep ar c'hemmoù-se e savas sant Frañsez pa zistroas eus Palestina e [[1220]]. Diwar gourc'hemenn ar pab e savas ar reolenn gentañ, anvet ''Regula Prima'' e latin.

E [[1223]] e rankas kemmañ ar ''Regula Prima'', a veze barnet re hir ha re strizh. Un eil reolenn a voe neuze, anvet ar ''Regula bullata'' abalamour ma voe degemeret gant Honorius III dre ur vuilh all.

[[Rummad:Katoligiezh]]
[[cs:Řád menších bratří]]
[[pl:I Zakon franciszkański]]
[[sk:Rád menších bratov]]
7 387

edits

Lañser merdeiñ