Banniel Norvegia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kemm.
D Lint
Linenn 7: Linenn 7:
| align="center" width="125px" | [[Restr:Flag of Norway.svg|200px|Banniel Norvegia]]
| align="center" width="125px" | [[Restr:Flag of Norway.svg|200px|Banniel Norvegia]]
|}
|}
</small>
|-
|-
|'''Kenfeurioù'''
|'''Kenfeurioù'''

Stumm eus an 29 Ebr 2018 da 17:21

Banniel Norvegia
Banniel Norvegia
Kenfeurioù 8:11
Kod bannielouriezh

Banniel sivil douar ha mor

Anv (pe lesanv)
Degemeret e 1821 (13/07/1801)
Livioù
  • ██ glas P281C
  • ██ ruz P032C
  • ██ gwenn
  • Banniel Norvegia zo ruz gant ur groaz c’hlas bevennet gant liv gwenn. Div vrec'h ar groaz n'emaint ket e-kreiz met tostoc'h d'an tu diabarzh, d’ar wern ma vez staget ar banniel.

    Betek 1814 e veze implijet banniel Danmark e Norvegia, peogwir e oa unanet Norvegia ha Danmark. Kinniget e voe tres ar banniel zo bremañ e 1821, gant Fredrik Meltzer, kannad er Storting (parlamant). Banniel Danmark e oa diazez ar banniel nevez, gant liv glas ouzhpenn, amprestet digant banniel Sveden moarvat. Soñjal a c’haller ivez e voe levezonet gant al livioù implijet war bannieloù Bro-C'hall, ar Rouantelezh Unanet hag ar Stadoù Unanet, pa oant arouezioù an demokratelezh en amzer-se. En deroù ne voe implijet ar banniel nevez nemet war vor, gant ar bigi. Etre 1844 ha 1899 e voe implijet ur banniel all er vro, warnañ livioù Sveden ha Norvegia mesket er c’horn uhelañ kleiz, dre ma oa unanet Sveden ha Norvegia dindan ur roue hepken. Adkroget e voe da implijout banniel Fredrik Meltzer e 1899. Hag e 1905, pa zeuas Norvegia da vezañ distag diouzh Sveden, e voe adlakaet banniel broadel Norvegia en implij da vat hag e pep lec’h.

    Bannieloù all

    Banniel stad hag arme.

    Kenfeur: 16:27

    Banniel ar roue (Kongeflagget), abaoe 1905.
    Ar banniel implijet etre 1844 a 1899, gant arouez unaniezh Sveden ha Norvegia.