Mykenai : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 14: Linenn 14:


== Istor ==
== Istor ==
[[Restr:NAMA Tablette 7671.jpg|thumb|Taolennig-skrivañ e mikenieg, ([[Linéaire B]]), gant penn ur gwaz engravet en tu a-dreñv.]]
[[Restr:Linear B (Mycenaean Greek) NAMA Tablette 7671.jpg|thumb|Taolennig-skrivañ e mikenieg, ([[Linéaire B]]), gant penn ur gwaz engravet en tu a-dreñv.]]


== Furchadegoù ==
== Furchadegoù ==

Stumm eus an 12 Eos 2017 da 01:43

Bez ur roue e Mikenai
Heinrich Schliemann ha Wilhelm Dörpfeld dirak Porzh al Leoned, war-dro 1885

Mykenai (Μυκῆναι Mykễnai e henc'hresianeg) a oa un hen geoded rakhellenek war un dorgenn er biz da blaenenn Argos, er Peloponnesos ha mogerioù bras en dro dezhi, mogerioù a lavarer anezho int kiklopean peneogwir ez eus anezho pezhiadoù mein bras ponner.

Ar vojenn

Ar geoded

Hervez ar vojenn e voe savet gant Perseüs, goude ma oa lazhet Akrisios, roue Argos. Pa ranke kêr Argos degouezhout da Berseüs e kavas gwell an haroz lezel ar rouantelezh gant Megapentes, niz ar roue kozh, ha mont da ziazezañ ur gêr nevez, a voe anvet Mykenai, pe abalamour da bommell e gleze , pe en abeg d'ar c'habell-touseg kavet gantañ war al lec'h[1].

Istor

Taolennig-skrivañ e mikenieg, (Linéaire B), gant penn ur gwaz engravet en tu a-dreñv.

Furchadegoù

Anavezet e oa keoded Mykenai abaoe furchadeg 1822 gant ar C'hallaoued. Met Heinrich Schliemann an hini roas da c'houzout e 1876 e oa ur gêr-greñv ha bezioù eus dibenn oadvezh an arem . Diwar neuze ez eus bet meur a furchadeg.
War-lerc'h Schliemann e voe graet kavadennoù all ha gante e voe anataet e oa tud o chom e Mykenai adalek an trede milved gant ur bobl rakhellenek kar-tost da hini Kreta an amzer-hont.

Ouzh troad ar c'hreñvlec'h e oa ur gêr vras met honnezh n'eo ket bet furchet c'hoazh.

Porzh al Leoned hag ar voger kiklopean

Porzh an hanternoz

Daou doull zo er voger giklopean evel e Tirint.

Mirdi nevez

Mirdi hendraouriezh Mykenai

Ur mirdi nevez zo bet digoret e-kichenik kêr en 2007.

Gwelout ivez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. Eus ar ger μὐκης / múkês, kabell-touseg e gregach, hag alese kement tra heñvelik ouzh ur c'habell-touseg. N'eo ket diazezet ar gerdarzh poblek-se war tra ebet.