Akrisios

Eus Wikipedia

Akrisios (Ἀκρίσιος / Akrísios), mab da Abas) ha da Aglaia, a oa roue Argos. Ur breur gevell en doa, anvet Proitos.

Dimeziñ a reas da Eurydike, merc'h Lakedaimon, roue Sparta. Tad e oa da Zanae. Koulskoude, hervez Caius Julius Hyginus e oa dimezet da Aganippe hag eo Evarete an hini a oa e verc'h.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En em gannañ a rae gant e hanter-gofad e kof e vamm, gouez da Apollodoros. Goude se e voe tabut etreze da c'houzout piv a vije roue Argos. Trec'h e voe Akrisios ha harluiñ a reas e vreur.

Hervez un orakl e oa da vezañ lazhet gant e vab-bihan. Evit enebiñ ouzh e wallblanedenn e vac'has e verc'h Danae en un tour arem, uhel-uhel, prennet ar prenestroù anezhañ gant barrinier tev.