Diforc'hioù etre adstummoù "Luc'hskeudennerezh"

Aller à la navigation Aller à la recherche
Abaoe pell amzer e oa anavezet an div anadenn a oa ezhomm evit kaout luc’hskeudennoù. Abaoe [[Aristoteles]] e ouied lakaat ar gwirvoud en ur voest ; trawalc’h e oa ober un toull bihan([[stenop]]) en ur « gambr du » ([[camera obscura]]) evit gwelet ur skeudenn eilpennet war foñs gwenn ar voest. Gouzout a ouie an alkimiourien ivez ez a ar [[kloridenn arc’hant|gloridenn arc’hant]] da zuañ abalamour d’ar gouloù. War-du 1780 e teuas [[Jacques Alexandre César Charles|Jacques Charles]], anavezetoc’h p’en doa ijinet an [[aerlestr]] c’hwezet gant hidrogen, a-benn da sonnañ, met un doare dibad, un drolinenn a veze lakaet da zont war wel gant argerzh ar gambr du war un tamm paper spluiet a gloridenn arc’hant (AgCl). [[Thomas Wedgwood]] (1771-1805) a reas arnodennoù peuzheñvel gant an [[nitrat arc’hant (AgNO3.)]] ; sevel a reas ur c’hounskrid diwar-benn an dra-se e 1802. Evit [[John Herschel]], deskrivañ a reas perzhioù an [[hiposulfit natriom (Na2S2O3, 5H2O,)]], deuet da vezañ ar [[stabilaer]], e1819.
 
[[Joseph Nicéphore Niépce]], ur ijinadennour eus [[Chalon-sur-Saône]], a veskas an tri doare-ober-se evit stabilaat skeudennoù (a galite etre) war blakennoù [[staen]] goloet a [[der-douar]] Judea, ur seurt koultron naturel a galeta ouzh ar gouloù ([[1826]] pe [[1827]]) ; Al luc’hskeudenn gentañ a ziskouez unan eus kazelioù e di e [[Saint-Loup-de-Varennes]] ([[Saône-et-Loire]]). Gwelet e vez al luc’hskeudenn-se e Skol-veur Austin, en Texas, abaoe 1963, pa oa bet roet gant Helmut Gernsheim roet d’an ensavadur-se. <ref>{{en}} [http://palimpsest.stanford.edu/byorg/abbey/an/an26/an26-3/an26-307.html The First Photograph] - By Barbara Brown</ref>. Ma vez sellet mat ouzh ar skeudenn-mañ e weler eo dibar ar sklêrijennañ warni. Meur a eurvezh, evit gwir, e oa padet ar paouezadenniñ (soñjal a reer e oa padet ar paouezadenniñ etre 14 ha 18 eurvezh) ; gant an heol e oa bet sklêrijennet ar voger war an tu dehou da gentañ, ar voger war an tu kleiz diwezhatoc’h en devezh.
 
Pa oa aet Nicéphone d’an Anaon e [[1833]] e kendalc’has [[Jacques Daguerre|Louis Jacques Mandé Daguerre]] da wellaat an doare-ober. Dizoloet e oa bet gantañ pennaenn diskuliañ ar skeudenn da zont. Kavout a reas Daguerre an tu da verraat ar frapad paouezadenniñ. War-dro dek munut a oa trawalc’h neuze. E [[1839]] en doa lakaet ar gouzieg ha kannad [[François Arago]] da anavezout e ijinadenn. Hemañ a zegasas e damm skoazell dezhañ.
21 342

modifications

Lañser merdeiñ