Caspar David Friedrich : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Caspar David Friedrich.jpg|thumb|Emboltred savet war-dro 1810]]
[[Restr:Caspar David Friedrich - Der Sommer (Landschaft mit Liebespaar).jpg|thumb|''An Hañv (Der Sommer)'', 1807]]
'''Caspar David Friedrich''' ([[Greifswald]] ([[Pomerania svedat]]), [[5 a viz Gwengolo]] [[1774]] - [[Dresden]], [[7 a viz Mae]] [[1840]]), a zo unan eus arzourien [[Romantelezh|romantel]] bennañ [[Alamagn]] en {{XIXvet kantved}}.
[[File:Caspar David Friedrich's Chalk Cliffs on Rügen.jpg|thumb|''[[Brioù Rügen]]'' (1818). 90.5 × 71 cm. Mirdi Oskar Reinhart, [[Winterthur]], Suis. Friedrich a zimezas da Christiane Caroline Bommer en 1818.]]

== E vuhez ==
Ganet e voe Caspar David Friedrich d'ar 5 a viz Gwengolo [[1774]] e [[Greifswald]]. Merket e voe e spered gant marv kerent-tost entre 1781 ha 1791 : da seizh vloaz, en 1781, e kollas e vamm hag e c'hoar Elisabeth ; en 1787, en em veuzas e vreur Johann Christoffer er Mor Baltek, hag, en 1791, e varvas e c'hoar Maria. Kement-se a levezonas e arz ma weler div zodenn: ar marv hag an natur.
Adal 1794 e krogas da dresañ hag e-pad pevar bloaz e studias en Akademiezh Roueel arzoù-kaer Danmark, e [[Kopenhagen]] dindan kelennerezh al livourien Jens Juel ha Nicolai Abildgaard.

===E Dresden===
E [[1798]] ez eas d'en em staliañ da gêr [[Dresden]], kêr-benn Sachsen, hag eno e voe ezel eus ur c'helc'h arzourien ha skrivagnerien levezonet gant ar [[romantelezh]]. Eno ivez emañ Tieck o chom, hag eno ivez eo bet Goethe, ar vreudeur August Wilhelm Schlegel ha Friedrich Schlegel, Fichte, Schelling, pe Novalis o chom.
En e dresadennoù kentañ e weler dodennoù a gaver en-dro en e oberenn : traezhennoù meinek, plaenennoù ha lanneier, menezioù difin ha gwez o sevel war-du an oabl.<br />
E 1807 e krogas da eoullivañ. Heverk eo e zoare er ''Groaz war ar menez'' (1808, Staatliche Kunstsammlungen, Dresden). Pellaat a ra diouzh an arouezierezh relijiel ordinal evit livañ ar maezioù; ar C'hrist war ar groaz a weler eus diadreñv, an heol o vont da guzh a-drek ar menezioù.


==Livadurioù==
==Livadurioù==
<gallery perrow="8" style="font-size:85%;text-align:center;">
<gallery perrow="8" style="font-size:85%;text-align:center;">

Stumm eus an 20 C'hwe 2017 da 15:36

Emboltred savet war-dro 1810
An Hañv (Der Sommer), 1807

Caspar David Friedrich (Greifswald (Pomerania svedat), 5 a viz Gwengolo 1774 - Dresden, 7 a viz Mae 1840), a zo unan eus arzourien romantel bennañ Alamagn en XIXvet kantved.

Brioù Rügen (1818). 90.5 × 71 cm. Mirdi Oskar Reinhart, Winterthur, Suis. Friedrich a zimezas da Christiane Caroline Bommer en 1818.

E vuhez

Ganet e voe Caspar David Friedrich d'ar 5 a viz Gwengolo 1774 e Greifswald. Merket e voe e spered gant marv kerent-tost entre 1781 ha 1791 : da seizh vloaz, en 1781, e kollas e vamm hag e c'hoar Elisabeth ; en 1787, en em veuzas e vreur Johann Christoffer er Mor Baltek, hag, en 1791, e varvas e c'hoar Maria. Kement-se a levezonas e arz ma weler div zodenn: ar marv hag an natur. Adal 1794 e krogas da dresañ hag e-pad pevar bloaz e studias en Akademiezh Roueel arzoù-kaer Danmark, e Kopenhagen dindan kelennerezh al livourien Jens Juel ha Nicolai Abildgaard.

E Dresden

E 1798 ez eas d'en em staliañ da gêr Dresden, kêr-benn Sachsen, hag eno e voe ezel eus ur c'helc'h arzourien ha skrivagnerien levezonet gant ar romantelezh. Eno ivez emañ Tieck o chom, hag eno ivez eo bet Goethe, ar vreudeur August Wilhelm Schlegel ha Friedrich Schlegel, Fichte, Schelling, pe Novalis o chom. En e dresadennoù kentañ e weler dodennoù a gaver en-dro en e oberenn : traezhennoù meinek, plaenennoù ha lanneier, menezioù difin ha gwez o sevel war-du an oabl.
E 1807 e krogas da eoullivañ. Heverk eo e zoare er Groaz war ar menez (1808, Staatliche Kunstsammlungen, Dresden). Pellaat a ra diouzh an arouezierezh relijiel ordinal evit livañ ar maezioù; ar C'hrist war ar groaz a weler eus diadreñv, an heol o vont da guzh a-drek ar menezioù.


Livadurioù