Caspar David Friedrich : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 21: | Linenn 21: | ||
File:Caspar David Friedrich 003.jpg| ''Dirak mogerioù-kêr'' |
File:Caspar David Friedrich 003.jpg| ''Dirak mogerioù-kêr'' |
||
File:Caspar David Friedrich 004.jpg| ''War ar vag-dre-lien'' |
File:Caspar David Friedrich 004.jpg| ''War ar vag-dre-lien'' |
||
File:Caspar David Friedrich 005.jpg| |
File:Caspar David Friedrich 005.jpg| ''Gwez e kann al loar'' |
||
File:Caspar David Friedrich 006.jpg| |
File:Caspar David Friedrich 006.jpg| ''Ar mor a skorn'' |
||
File:Caspar David Friedrich 007.jpg| |
File:Caspar David Friedrich 007.jpg| |
||
File:Caspar David Friedrich 008.jpg| |
File:Caspar David Friedrich 008.jpg| |
Stumm eus an 20 C'hwe 2017 da 09:01
Caspar David Friedrich (Greifswald (Pomerania svedat), 5 a viz Gwengolo 1774 - Dresden, 7 a viz Mae 1840), a zo unan eus arzourien romantel bennañ Alamagn en XIXvet kantved.
E vuhez
Ganet e voe Caspar David Friedrich d'ar 5 a viz Gwengolo 1774 e Greifswald. Merket e voe e spered gant marv kerent-tost entre 1781 ha 1791 : da seizh vloaz, en 1781, e kollas e vamm hag e c'hoar Elisabeth ; en 1787, en em veuzas e vreur Johann Christoffer er Mor Baltek, hag, en 1791, e varvas e c'hoar Maria. Kement-se a levezonas e arz ma weler div zodenn: ar marv hag an natur. Adal 1794 e krogas da dresañ hag e-pad pevar bloaz e studias en Akademiezh Roueel arzoù-kaer Danmark, e Kopenhagen dindan kelennerezh al livourien Jens Juel ha Nicolai Abildgaard.
E Dresden
E 1798 ez eas d'en em staliañ da gêr Dresden, hag eno e voe ezel ur c'helc'h arzourien ha skrivagnerien levezonet gant ar romantelezh. En e dresadennoù kentañ e weler dodennoù a gaver en-dro en e oberenn : traezhennoù meinek, plaenennoù ha lanneier, menezioù difin ha gwez o sevel war-du an oabl.
E 1807 e krogas da eoullivañ. Heverk eo e zoare er Groaz war ar menez (1808, Staatliche Kunstsammlungen, Dresden). Pellaat a ra diouzh an arouezierezh relijiel ordinal evit livañ ar maezioù; ar C'hrist war ar groaz a weler eus diadreñv, an heol o vont da guzh a-drek ar menezioù.
Livadurioù
-
Ar groaz er menezioù
-
Al loar o sevel war ar mor
-
Abardaez, 1824
-
Abati en dervenneg
-
Dirak mogerioù-kêr
-
War ar vag-dre-lien
-
Gwez e kann al loar
-
Ar mor a skorn
-
Rivinoù manati Oybin (An hunvreer)
-
Gwreg an arzour
-
Maouez dirak ar sav-heol
-
Sav-heol war ar mor
-
Baleer a-us d'ar mor a goumoul
-
Brumenn veure er menezioù
-
Bered ur manati
dindan an erc'h -
Brumenn
-
Rivinoù manati Eldena
-
Bered en erc'h
-
Kloued ar vered
-
Koumoul
-
Iliz er goañv
-
Gwezenn ha brini
-
Aod ar mor ha pesketaer, 1807
-
Bez en diskar-amzer