Jacopo Tintoretto : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 29: | Linenn 29: | ||
== Taolennoù == |
== Taolennoù == |
||
<gallery> |
<gallery> |
||
Image:Jacopo Tintoretto |
Image:Jacopo Robusti, called Tintoretto - Susanna and the Elders - Google Art Project.jpg|''[[Suzana hag ar gozhidi]], 1555-56 |
||
Image:Jacopo Tintoretto 010.jpg|''Sant Jord hag an aerouant, wd. 1560 |
Image:Jacopo Tintoretto 010.jpg|''Sant Jord hag an aerouant, wd. 1560 |
||
Image:Jacopo Tintoretto 001.jpg|''Kavidigezh korf Sant Mark'', wd. 1562 |
Image:Jacopo Tintoretto 001.jpg|''Kavidigezh korf Sant Mark'', wd. 1562 |
Stumm eus an 23 Du 2015 da 12:01
Tintoretto, pe Jacopo Tintoretto, zo ul livour italian, eus ar XVIvet kantved, unan eus re vrudetañ skol Venezia, hag an diwezhañ eus livourien veur an Azginivelezh italian.
E anv
Jacopo Comin e oa e wir anv. Kement-se ne oa ket anavezet ken e oa bet kavet gant Miguel Falomir, penn kevrenn al livouriezh italian e Mirdi ar Prado, e Madrid, hag embannet a-benn ar fin da-geñver diskouezadeg veur oberennoù Tintoretto e mirdi ar Prado. [1]
En yaouank e veze graet Jacopo Robusti anezhañ, war-lerc'h e dad, abalamour ma oa un den kreñv a'r c'hreñvañ, en devoa difennet perzhier Padova a-enep soudarded an Impalaer santel.
Dont a ra e lesanv Tintoretto eus micher e dad, Battista Robusti, a laboure en ul liverezh dilhad ("tintorìa" en italianeg).
E vab Domenicho ivez a veze lesanvet heñvel (gwelout Domenicho Tintoretto).
E yaouankiz
Ganet e oa d'an 29 a viz Gwengolo e 1518 e Venezia, hag eno e varvas d'an 31 a viz Mae 1594.
Diskibl e oa d'al livour meur Tizian. Diouzh a lavarer e oa trec'h d'e vestr evit c'hoari gant al livioù hag ar skeudoù. Marteze eo se zo kaoz ma ne chomas nemet un toullad mizioù gant ar mestr. Troet e oa gant doareoù ar mannierismo toskan ha roman a veze skignet e Venezia gant tud evel Sansovino, Salviati ha Schiavone.
Il Furioso a veze graet anezhañ abalamour d'an nerzh a zispigne da livañ. E zoare da implij ar gouloù a rae anezhañ ur rakbarok en ur stumm. E-touez e oberennoù brudetañ emañ an aridennad livadurioù diwar-benn buhez Jezuz ha Mari e skol San Rocco.
Meur a oberenn zo bet skrivet gant Jean Paul Sartre diwar-benn Tintoretto. Bri a zouge da Michelangelo Buonarotti a levezonas e zoare da dresañ.
Oberennoù brudetañ Tintoretto eo al livadurioù en deus graet eus buhez Jezuz hag ar Werc'hez, er Scuola Grande di San Rocco, ma voe anvet da ginkler ofisiel anezhi en 1564.
Notennoù
Taolennoù
-
Suzana hag ar gozhidi, 1555-56
-
Sant Jord hag an aerouant, wd. 1560
-
Kavidigezh korf Sant Mark, wd. 1562
-
Dougen korf Sant Mark, 1562-1566, Gallerie dell'Accademia, Venezia
-
Orin ar Via Láctea, wd. 1575-1582
-
Federico II conquista Parma nel 1521( Federico II Gonzaga kemeret kêr Parma gantañ. Taolenn evit e vab Guglielmo Gonzaga, war-dro 1578-1580.
-
Ar prokulor Marco Grimani, h. 1580
-
Ar goan ziwezhañ, 1592-94
-
1548, Gallerie dell'Accademia, Venezia
-
, 1565, Scuola San Rocco, Venezia
-
wd. 1566, Scuola San Rocco, Venezia
-
Jacopo Sansovino, 1560-70, Firenze
-
Maouezed o son, Gemäldegalerie Dresden
-
Poltred ur vaouez dispak he bruched