Erwan Evenou : diforc'h etre ar stummoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 19: | Linenn 19: | ||
* La langue bretonne en quête de légitimité dans l'éducation et la vie publique, [[Keltia]], 2000. |
* La langue bretonne en quête de légitimité dans l'éducation et la vie publique, [[Keltia]], 2000. |
||
* [[Nikolazig ar broioù tomm]], [[romant]], [[Moulladurioù Hor Yezh]]. |
* [[Nikolazig ar broioù tomm]], [[romant]], [[Moulladurioù Hor Yezh]]. |
||
* [[Pardon sant Fiak]], 2007. |
|||
* Tezenn diwar-benn brezhoneg [[Lannejenn]]. |
* Tezenn diwar-benn brezhoneg [[Lannejenn]]. |
||
[[fr:Erwan Evenou]] |
[[fr:Erwan Evenou]] |
Stumm eus an 10 Mae 2007 da 14:10
Ur yezhour hag ur skrivagner brezhonek eo Erwan Evenou (Yvon Évenou). Bet eo ivez kelenner saozneg ha brezhoneg, hag emsaver sindikadel, yezhel ha politikel. Ganet eo en Aljer (Aljeria), d’ar 14 a viz C'hwevrer 1940 ha bevet en deus eno e-pad darn e yaouankiz, evel ma kont en e romant diazezet war e vuhez. Kelenn a reas saozneg e skolaj ar Faoued a-raok mont da Aljeria da gelenn ha dont da gelenner brezhoneg pa voe tapet gantañ ar c’h-CAPES brezhoneg. Goude-se e voe anvet da enseller brezhoneg evit an eil derez war-lerc’h Pierre Bernard.
E skridoù
War un dro gant e labour er sindikad SNI-PEGC e voe unan eus emsaverien bennañ Unvaniezh Demokratel Breizh ha sevel a reas meur a bennad evit kelaouennoù ar strollad, ken e galleg evit ar Peuple Breton, ken e brezhoneg evit Pobl Vreizh hag ivez evit Al Liamm. Bet eo sekretour Galv (e galleg: « comité d'action progressiste pour la langue bretonne ») er bloavezhioù 1970 . Embannet en deus ivez ul levr barzhonegoù hag ur romant.
Levrioù
- 'Benn Gouloù Deiz, embannet gant UDB, Brest.
- La langue bretonne en quête de légitimité dans l'éducation et la vie publique, Keltia, 2000.
- Nikolazig ar broioù tomm, romant, Moulladurioù Hor Yezh.
- Pardon sant Fiak, 2007.
- Tezenn diwar-benn brezhoneg Lannejenn.