Kerberos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6: Linenn 6:
Mab e oa da [[Ec'hidna]], dezhi dremm ur vaouez ha korf un naer, ha da d[[Tifon]], un euzhvil all hag a dufe tan hag a rae aon d'an doueed zoken. Un toullad breudeur ha c'hoarezed en devoa, ken euzhus all, evel [[Ortos]], ki daoubennek an Ifernioù, [[naer-zour Lerna]], [[Leon Nemea]] ha [[C'himera]].

Peurvuiañ e vez lavaret en deus tri fenn, ez eus naered e-lec'h blev war e benn pe en-dro d'e c'houzoug, un tamm evel [[Medusa]], hag ul lost aerouant ouzh e benn a-dreñv.
Peurvuiañ e vez lavaret en deus tri fenn, ez eus naered e-lec'h blev war e benn pe en-dro d'e c'houzoug, un tamm evel [[Medusa]], hag ul lost aerouant ouzh e benn a-dreñv.

Lavaret e veze e c'halle an tri fenn gwelout en tremened, en am-zer-vremañ, hag en da-zont. E skridoù zo koulskoude e lavarer ec'h aroueziont ar c'handigezh, ar yaouankiz hag ar gozhni. Pep penn ne zebr nemet kig bev, setu perak e laoskont speredoù ar re varv da zont en ifernioù met ne lezont hini ebet da vont kuit. Kerberos eo ki-diwall feal Hades, chadennet ouzh toull-dor ar bed dindan-zouar. Euzhién a rae ar re varv hag a glaske e sioulaat o reiñ ur gouign mel a veze lakaet en o bez war un dro gant ar skodig da C'haron lakaet en o genou.
<!--Mais Cerbère était aussi terrible pour les vivants qui essayaient de forcer la porte des Enfers comme Pirithoos et Thésée, qui cherchaient à enlever Perséphone. Psyché qui était venue chercher la boîte à cosmétique de Perséphone sur l'ordre d'Aphrodite l'endormit avec un gâteau trempé dans du vin drogué. Énée fit de même avec un gâteau soporifique préparé par la Sibylle7.

Plusieurs héros parviennent à déjouer sa vigilance, voire à le vaincre. Orphée, décidé à sortir des Enfers sa femme Eurydice, morte d’une morsure de vipère, parvient à le charmer en chantant et en jouant de sa lyre et bien sûr Hercule dans les douze travaux d'Hercule -->

==Herakles==
==Herakles==

Stumm eus an 12 Gwe 2014 da 16:05

Kerberos, hervez Philippe Semeria.

Kerberos a oa ur c'hi euzhus a ziwalle toull-dor an ifernioù e mojennoù Hellaz kozh. Tri fenn a oa ouzh e gorf, ha naered ouzh e dri gouzoug.

Ar vojenn

Mab e oa da Ec'hidna, dezhi dremm ur vaouez ha korf un naer, ha da dTifon, un euzhvil all hag a dufe tan hag a rae aon d'an doueed zoken. Un toullad breudeur ha c'hoarezed en devoa, ken euzhus all, evel Ortos, ki daoubennek an Ifernioù, naer-zour Lerna, Leon Nemea ha C'himera.

Peurvuiañ e vez lavaret en deus tri fenn, ez eus naered e-lec'h blev war e benn pe en-dro d'e c'houzoug, un tamm evel Medusa, hag ul lost aerouant ouzh e benn a-dreñv.

Lavaret e veze e c'halle an tri fenn gwelout en tremened, en am-zer-vremañ, hag en da-zont. E skridoù zo koulskoude e lavarer ec'h aroueziont ar c'handigezh, ar yaouankiz hag ar gozhni. Pep penn ne zebr nemet kig bev, setu perak e laoskont speredoù ar re varv da zont en ifernioù met ne lezont hini ebet da vont kuit. Kerberos eo ki-diwall feal Hades, chadennet ouzh toull-dor ar bed dindan-zouar. Euzhién a rae ar re varv hag a glaske e sioulaat o reiñ ur gouign mel a veze lakaet en o bez war un dro gant ar skodig da C'haron lakaet en o genou.

Herakles

Euristeüs, roue Argolis, a roas urzh da Herakles tapout Kerberos en e vev. Hag an haroz neuze da Eleusis, da vezañ kelennet a-zivout kevrinoù Eleusis, evit gallout mont e-barzh an ifernioù, ar bed dindan an douar, hag er-maez ac'hano, ha war un dro bout gwalc'het eus an torfed en devoa graet o lazhañ an dud-kezeg.

An toull da vont er bed-se a gavas neuze e Taenarum, ha skoazell en doe digant Atena da vont e-barzh da gentañ, digant Hermes da vont er-maez goude. Gant skoazell Hestia ez eas hebiou da C'haron. Dieubiñ a reas Teseüs, met ne deuas ket a-benn da dennañ Pirithoos ac'hano. An daou-se a oa bet tapet gant Hades, ha dre un taol-hud bennak e oant bet staget ouzh ur bank evel pinijenn penegwir o devoa klasket skrapañ Persefone : ken kreñv e oa an huderezh-se, pa voe distaget gant Herakles, ma chomas peget ouzh ar bank tammoù zo eus divvorzhed Teseüs, ha se zo kaoz ec'h anavezer e ziskennidi diouzh o divvorzhed treut.

En em gavout a reas Herakles gant Hades ha goulenn digantañ aotre da gas Kerberos gantañ war an douar, ha Hades da reiñ e asant gant ma teuje an haroz a-benn da vestroniañ ar c'hi hep kemer arm ebet. Hag a-benn e teuas. Gwaskañ a reas al loen ken e teuas da vezañ ki bihan, e zougen war e chouk, e sachañ e-maez an ifernioù, dre gev ar Pelopponez. E gas a reas da Euristeüs, ha ken spontet e voe ar roue ma c'houlennas ouzh Herakles e gas en-dro dindan an douar.

Pa dremenjont dre vMikenai e kouezhas takennoù eus e halv pistrius war un toullad plantennoù, ma servijont hiriv d'ar sorserezed da ober huderezh du.