Félix Lope de Vega : diforc'h etre ar stummoù
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kempenn
Aucun résumé des modifications
(Kempenn)
[[Image:LopedeVega.jpg|thumb|250px|Poltred Lope de Vega
«''No quiso la lengua castellana que de casado a cansado hubiese más de una letra de diferencia''».
'''Lope de Vega''' (pe '''Félix Lope de Vega y Carpio''' pe '''Lope Félix de Vega Carpio''') ([[25 a viz Du]] [[1562]] – [[27 a viz Eost]] [[1635]]) a oa ur barzh ha dramaour spagnol, unan eus ar re vrasañ er ''C'hantved Aour'' spagnol, hag unan eus ar skrivagnerien er bed o deus lezet un oberenn builh. Skrivet en dije 1500 a bezhioù-c'hoari (1.800 hervez [[Juan Pérez de Montalbán]]), met n'anavezer nemet 425 anezho, hep menegiñ an oberennoù all (3000 sonedenn, 3 romant, 4 romantig, 9 meurgan, [[etc.]]). Koulskoude e teu da eil e renk el lennegezh spagnolek, war-lerc'h [[Miguel de Cervantes|Cervantes]] ha n'eo ket ken fetis e oberenn, hag a reas anezhañ ''Fénix de los ingenios'' ha ''Monstruo de la Naturaleza'' . Nevesaat a reas ar c'hoariva spagnolek en ur mare ma terede an engroezioù da welout an abadennoù. Evel re [[Tirso de Molina]] ha [[Calderón de la Barca]] e talc'h e oberennoù da vout c'hoariet .
Mignon e oa da [[Francisco de Quevedo|Quevedo]] ha da [[Juan Ruiz de Alarcón]], enebour da [[Luis de Góngora y Argote|Góngora]], tra ma vage [[Miguel de Cervantes]] gwarizi outañ. Ken souezhus ha ken souezhus e voe e oberenn hag e vuhez .
== E vuhez ==
=== E yaouankiz ===
Ganet e oa Lope de Vega e [[Madrid]]. Dont a rae e dud eus [[Valle de Carriedo]] e [[Cantabria]], hag e dad Félix de Vega a oa broder. Eus e vamm , Francisca Fernández Flórez, ne ouzer netra. Gouzout a reer avat e oa bet e dad o chom e Valladolid ur pennadig a-raok dont da Vadrid e [[1561]], sachet gant al lez nevez staliet eno. Lavarout a raio Lope de Vega diwezhatoc'h e oa deuet e dad da Vadrid dre garantez ouzh ur vaouez hag e oa bet tennet he skilfoù gant an hini a oa deuet da vezañ e vamm. Engehentet e vije bet Lope evel frouezh an emgav-se, ha ganet e vije diwar ar warizi a vo kaoz anezhi kement en e c'hoariva.
Deskiñ buan a rae en vihan, lenn a rae latin koulz ha kastilhaneg pa ne oa nemet pemp bloaz, ha krog dija da sevel gwerzennoù. Ha da zaouzek, emezañ, e skrive komediennoù. (''Yo las componía de once y doce años / de a cuatro actos y de a cuatro pliegos / porque cada acto un pliego contenía''). E gomedienn gentañ, kollet hiriv, a vije bet anvet ''El verdadero amante''.
Daremprediñ a rae skol ar barzh ha soner [[Vicente Espinel]], en Madrid, hag anaoudegezh en do outañ atav, evel er sonedenn: ''Aquesta pluma, célebre maestro'' / ''que me pusisteis en las manos, cuando'' / ''los primeros caracteres firmando'' / ''estaba, temeroso y poco diestro''...
Kenderc'hel a reas gant ar studi gant ar Jezuited, en ur skol a zeuas da vout ar c'h-Colegio Imperial e [[1574]].
:''Los cartapacios de las liciones me servían de borradores para mis pensamientos, y muchas veces las escribía en versos latinos o castellanos. Comencé a juntar libros de todas letras y lenguas, que después de los principios de la griega y ejercicio grande de la latina, supe bien la toscana, y de la francesa tuve noticia...'' (''La Dorotea'', IV)
E-pad pevar bloaz ([[1577]]-[[1581]]) e voe skoliet e [[Skol-veur Alcalá de Henares]], met ne voe ket loreet. Abalamour d'e vuhez diroll ha d'e emzalc'h merc'hetaer ne oa ket graet evit ar velegiezh. Neuze e paouezas e vadoberourien da arc'hantañe studioù. Peogwir ne dapas ket e vachelouriezh e rankas gounit e vara ha labourat evel sekretour gant noblañsed pe skrivañ pezhioù diouzh an degouezh . En [[1583]] ez eas da vartolod ar morlu hag en em gannañ a reas en [[emgann an Isla Terceira]] dindan urzhioù un den hag a vo mignon bras dezhañ, [[Álvaro de Bazán]], markiz [[Santa Cruz de Mudela]]. Ur pennad goude e vo dediet ur pezh gantaén da vab ar markiz.
=== Harlu ===
Yezhadur a studias ha jedoniezh en Academia Real (Akademiezh Roueel), ha sekretour e voe gant Markiz an Navas; met netra ne oa an holl drevelloù-se e-skoaz e zarempredoù gant ar merc'hed. Elena Osorio e oa e garantez vras kentañ, ar "Filis" a gaver en e werzennoù, dispartiet ma oa diouzh he fried , an aktour [[Cristóbal Calderón]]; Lope a baee anezhi gant pezhioù-c'hoari evit kompagnunezh tad e serc'h, an aozer pezhioù-c'hoariJerónimohoari Jerónimo Velázquez.
En [[1587]] e asantas Elena da zimeziñ gant un den a renk uhel, Francisco Perrenot Granvela, niz d'ar c'hardinal galloudus Granvela. Ha Lope de Vega dipitet ha da lakaat skignañ enep dezhi ha d'he ziegezh un toullad [[flemmskrid]]où:
:::::::''Una dama se vende a quien la quiera''
:::::::''Su padre es quien la vende, que, aunque calla,''
:::::::''su madre la sirvió de pregonera...''
::(Un itron en em werzh da neb a fell dezhañ he c'haout
Da werzhañ emañ. He frenañ a garfec'h?
He zad an hini he gwerzh, ha hi digomz,
He mamm a zo hucherez er werzh).
Bloavezhioù diwezhatoc'h e vo kounaet gantañ e garantezioù gant Elena Osorio en e romant e divizoù ("acción en prosa" emezañ) ''[[La Dorotea]]''. A-benn neuze e kare Isabel de Alderete y Urbina, ha dimeziñ ganti a reas d'an [[10 a viz Mae]] [[1588]] goude skrapañ anezhi gant hec'h asant. En e werzennoù e ra "Belisa" anezhi, hervez hec'h anagram.
D'an [[29 a viz Mae]] er memes bloaz end-eeun e klaskas adskoulmaén gant ar vicher soudard, ha mont a reas da vartolod war ur galion, anvet San Juan , [[Armada Invencible|Gran Armada]]. Da-geñver an distro-se d'e vicher gozh e skrivas ur meurgan e doare [[Ludovico Ariosto]]: ''La hermosura de Angélica'', chomet divrud.
E miz Kerzu [[1588]] e tistroas goude faezhidigezh ar [[Gran Armada]] , ha mont a eure etrezek [[Valencia (Spagn)|Valencia]], kêrbenn an [[Turia]], en ur dremen dre d-[[Toledo]], daoust d'ar gondaonidigezh. E Valencia e oa o vevañ gant [[Isabel de Urbina]] . Eno e labouras war arz ar c'hoariva, ec'h arvestas ouzh abadennoù, gant tud evel ar [[chaloni]] [[Francisco Agustín Tárrega]], [[Gaspar de Aguilar]] a oa sekretour [[Dug]] [[Gandía]], [[Guillén de Castro]], [[Carlos Boil]] ha [[Ricardo de Turia]]. Deskiñ a reas tremen hep reolenn an ''unander a zarvoud'' o kontañ daou istor war un dro er memes oberenn , e-lec'h unan hepken hervez ar reolenn, pezh a anver an ''imbroglio'' pe al ''luziadenn italian''.
=== Distro da Gastilha ===
E miz Kerzu 1595, echu gantañ e eizh vloavezh harlu e tistroas da Madrid. Bloaz goude e voe graet prosez abalamour ma veve gant Antonia Trillo, aktourez [[intañvez]]. E 1598 e timezas da Juana de Guardo, merc'h d'ur c'higer pinvidik a bourchase kig da Lez ar Roue, peadra da vagañ ivez ar flemmadennoù taolet gant [[Luis de Góngora]] da skouer. Diouzh gwelout e oa ur plac'h gros hag an holl a soñje e oa dimezet Lope evit an arc'hant, rak n'eo ket karantez a vanke dezhañ. Koulskoude en doe ur mab diganti, Carlos Félix, ha teir merc'h.
Distreiñ a reas da labourat evel sekretour personel [[Pedro Fernández de Castro y Andrade]], a oa Markiz Sarria d'an ampoent, hag a vo Kont Lemos diwezhatoc'h, ha skrivañ a reas dezhañ en ul lizher ''"Yo, que tantas veces a sus pies, cual perro fiel, he dormido''" (Me, am eus kousket ken alies ouzh ho treid evel ur c'hi feal), ha gantañ e chomas betek 1603, pa en em gavas e kêr [[Sevilla]].
Orgediñ a reas neuze ouzh Micaela de Luján, an hini a zo "Celia" pe "Camila Lucinda" en e werzennoù, koant evel an deiz, dizesk avat, ha dimezet ouzhpenn. Na 'vit se! he darempredién a reas betek 1608 ha pemp bugel o doe, en o zouez daou a gare dreist ar re all : Marcela (1606) ha Lope Félix (1607).
Adalek 1608 avat e koller roud eus Micaela de Luján, hag eus o disparti n'eus leneg ebet en oberenn ar skrivagner.
E-pad meur a vloaz e veve Lope etre an div oaled hag un toullad mat a serc'hed,aktorezed peurvuiañ, evel ma tiskouez splann ar [[prosez]] a voe graet dezhañ en [[1596]] gant Antonia Trillo ; anaout a reer ivez anv ur serc'h all dezhañ, Marina de Aragón. Evit bevañ madik ha magañ kemend-all a vugale, bastarded pe nann, e rankas poaniañ ha labourat evel ur c'hi, o skrivañ dizehan, barzhoniezh ha komediennoù a veze embannet alies hep e aotre, ha hep bezañ reizhet.
E-pad meur a vloaz e veve Lope etre an div oaled hag un toullad mat a serc'hed,
aktorezed peurvuiañ, evel ma tiskouez splann ar [[prosez]] a voe graet dezhañ en [[1596]] gant Antonia Trillo ; anaout a reer ivez anv ur serc'h all dezhañ, Marina de Aragón. Evit bevañ madik ha magañ kemend-all a vugale, bastarded pe nann, e rankas poaniañ ha labourat evel ur c'hi, o skrivañ dizehan, barzhoniezh ha komediennoù a veze embannet alies hep e aotre, ha hep bezañ reizhet.
Pa voe en e eizh vloaz ha regont vloaz avat ec'hallas reizhañ hag emban un darn eus e oberenn hep fazioù ar re all. Evel kentañ skrivagner spagnolek a vicher el lennegezh e prosezas evit e wirioù oberour ouzh ar re a voule e gomediennoù hep kaout e aotre. Da vihanañ e teuas a-benn da gaout gwir da reizhañ e oberennoù e-unan.
=== Beleg ===
[[Restr:Monumento a Lope de Vega (Madrid) 01.jpg|thumb|150px|right|Monumant da Lope, en soutanenn, en Madrid ([[José López Salaberry]] ha [[Mateo Inurria]], 1902).]]
=== Bloavezhioù diwezhañ ===
[[Restr:Casa-Museo de Lope de Vega (Madrid) 01.jpg|thumb|210px|right|An ti e [[Madrid]] ma edo Lope o chom adalek [[1610]] betek e varv e ([[1635]]).]]
En e vloavezhioù diwezhañ ec'h orgedas Lope de Vega ouzh Marta de Nevares, ur "sakrilaj" dre ma oa bet beleget ; ur gêr a vaouez e oa, glas-gwer he lagad, evel a lavar Lope er barzhonegoù a savas dezhi ha ma reas-eñ "Amarilis" pe "Marcia Leonarda" anezhi, evel en ''Novelas'' skrivet eviti. En amzerioù-se eus e vuhez e skrivas barzhoniezh fentus ha flemmus dreist-holl, liv ar brederouriezh warni, .
Gwallevurus e voe bloavezhioù diwezhañ Lope war-bouez an enorioù roet dezhañ gant ar oueroue hag ar pab. Glac'har en doe o welout Marta o tont da vezañ dall e 1626, hag o vervel follez, en 1628. Lope Félix, ar mab en doa bet digant Micaela de Luján hag a oa gantañ debron-barzhonegañ, a voe beuzet o pesketa perlez en 1634 en [[isla Margarita]]. <!-- E verc'h muiañ karet Antonia Clara, a voe skrapet gant un hidalgo, he danvez-pried, anvet Tenorio. Feliciana, e verc'h hervez lezen nemeti, diouzh a ouzer, he devoa bet daou vugel: unan a eas da leanez, egile e oa ar c'habiten Luis Antonio de Usategui y Vega, hag a varvas e kêr Milano o servij ar roue. N'eus nemet ur verc'h bastardez, al leanez Marcela, a chome bev pa varvas Lope.
Mervel a eure Lope de Vega d'ar [[27 a viz Eost ]] [[1635]]. Keuz bras a voe dezhañ gant an holl Spagnoliz, a lavarer. Daou c'hant skrivagner a skrivas da ganañ meuleudi dezhañ, hag ar skridoù-se a voe embannet e Madrid ha Venezia.
=== La Arcadia ===
=== El peregrino en su patria ===
Savet e voe e doare ar [[romant bizantat]] , leun a avanturioù, nemet e c'hoarvez an istor e Spagn.
=== Pastores de Belén ===
''Pastores de Belén. Prosas y versos divinos'' a zo bet embannet en Madrid en 1612. Berzh a reas . Er bloaz-se en-eeun e voe graet embannadurioù all en [[Lérida]] y en [[Pamplona]].
=== La Dorotea ===
=== La Filomena ===
E miz Gouhere 1621 , en Madrid, e voe embannet ''La Filomena con otras diversas rimas, prosas y versos''.
=== La Circe ===
''La Circe con otros poemas y prosas'' a voe embannet en Madrid en 1624.
== Roll e oberennoù ==
(N'hall ketarket ar roll bout klok, kement a zo bet skrivet gant ar skrivagner)
{{brezhonekaat}}
*''Las ferias de Madrid'' (comedia, 1587)
*''El remedio en la desdicha'' (comedia, 1596)
* Juan Manuel ROZAS: Estudios sobre Lope de Vega. Madrid: Cátedra, 1990.
=== Oberennoù Lope de Vega a gaver da brenañ ===
*VEGA, Lope de. ''Historias de Lope de Vega''. Colección "Biblioteca Araluce". Morales, María Luz, adaptación. Madrid: Editorial Anaya. ISBN 84-207-8289-0 e ISBN 978-84-207-8289-8.
*VEGA, Lope de. ''Colección de las obras sueltas assi en prosa como en verso de Frey Lope Felix de Vega Carpio''. Segunda edición. Madrid: Arco Libros, S.L. ISBN 84-7635-062-7 e ISBN 978-84-7635-062-1.
* LOPE DE VEGA: Rimas. Edición de Felipe B. Pedraza Jiménez. Ciudad Real: Universidad de Castilla-La Mancha, 1993.
* LOPE DE VEGA: Rimas humanas y otros versos. Edición de Antonio Carreño. Barcelona: Crítica, 1998.
== Liammoù diavaez ==
{{wikimammenn|es:Lope de Vega|Lope de Vega}}
{{wikiquote|Lope de Vega}}
*[http://cvc.cervantes.es/obref/perro_hortelano/default.htm ''El perro del hortelano, Lope de Vega'' en el Centro Virtual Cervantes]
*[http://www.cervantesvirtual.com/bib_autor/lope/ Portal de Lope en la Bib. Virtual Cervantes]
*[http://web.archive.org/20080617172858/www.geocities.com/groupedumercredi/elartenuevodehacercomedias.htm Análisis del ''Arte nuevo de hacer comedias'' de Lope de Vega]
*[http://faculty-staff.ou.edu/L/A-Robert.R.Lauer-1/Lope.html Síntesis de Lope de Vega por Robert Lauer]
*[http://www.uco.es/~l72gaagi/ Atlas histórico-escénico del teatro español de los siglos XVII y XVIII]
*[http://www.lenguasdefuego.net/hemeroteca.php?codarticulo=43 El arte nuevo de hacer comedias en este tiempo, de Lope de Vega], artículo de Carmen Ramírez Ruiz
*[http://www.cervantesvirtual.com/FichaObra.html?Ref=1107 Biografía de Lope de Vega por Cayetano Alberto de La Barrera]
* [http://www.intratext.com/Catalogo/Autori/AUT912.HTM Obras de Lope de Vega]: texto, concordancias y lista de frecuencia
{{DEFAULTSORT:Vega, Félix Lope de}}
43 616
modifications
Lañser merdeiñ