Bevoniezh : diforc'h etre ar stummoù
D Bot: Migrating 184 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q420 (translate me) |
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 7: | Linenn 7: | ||
[[Restr:Halobacteria.jpg|thumb|150px|Archaea - Halobacteria]] |
[[Restr:Halobacteria.jpg|thumb|150px|Archaea - Halobacteria]] |
||
[[Restr:Gamma phage.png|thumb|150px|Virus - Gamma phage]] |
[[Restr:Gamma phage.png|thumb|150px|Virus - Gamma phage]] |
||
Ar ger '''bevoniezh''' a zo bet savet diwar ar brezhoneg ''bev''- ur [[penngef]] a denn d'ar boudoù a zo buhez enno, ar [[bev]]ien a vez graet |
Ar ger '''bevoniezh''' a zo bet savet diwar ar brezhoneg ''bev''- ur [[penngef]] a denn d'ar boudoù a zo buhez enno, ar [[bev]]ien a vez graet anezho.<br /> |
||
Implijet e vez ivez an termen ''biologiezh'' eus ar gregach ''βίος'' = ''buhez'' ha ''λόγος'' = ''gouiziegezh''. |
Implijet e vez ivez an termen ''biologiezh'' eus ar gregach ''βίος'' = ''buhez'' ha ''λόγος'' = ''gouiziegezh''. |
||
Stumm eus an 27 Eos 2013 da 11:43
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar ger bevoniezh a zo bet savet diwar ar brezhoneg bev- ur penngef a denn d'ar boudoù a zo buhez enno, ar bevien a vez graet anezho.
Implijet e vez ivez an termen biologiezh eus ar gregach βίος = buhez ha λόγος = gouiziegezh.
Ur skourr eus Skiantoù an Natur eo hag gouestlet eo da studi ar vuhez diwar an holl savboentoù a c'hell bezañ kavet :
- Skouerioù ha doareennoù ar bevien : loenoniezh, Louzawouriezh, mikrobiologiezh...
- Frammadur ar bevien hag o mont-en-dro a c'hell bezañ sellet outo diwar veur a savboent : molekul (bevoniezh ar molekul), kellennoù (bevoniezh ar c'hellennoù), organoù (bevoniezh an organoù), deskrivadur ar c'horfoù (anatomiezh), mont-endro (fiziologiezh).
- Darempredoù ar bevien gant o endro (ekologiezh)
- Studi renkadurezh ar spesadoù liammet gant o istor pe emdroadel pe fullogenel hag e vez anvez ar c'helenn-mañ ar sistematik.
Savet ez eus bet meur a renkadurezh evit ar bevien goude ma oa bet kinniget gant ar Svedad Carl von Linné er XVIIvet kantved renkañ anezho en daou renadur : al loened hag ar plant. Bremañ e vez kinniget sistemoù kladistik gant muioc'h eget ugent renadur.
Ar skiant a denn da studi ar vuhez eo ar vevoniezh, ha da gentañ er mikroorganoù hag a zo ar bakteriennoù, ar c'huanobakteriennoù hag ar mikroplasmoù, met an darn-vuiañ eus ar vevoniourien n'int ket evit sellout ouzh ar virusoù, ar viroidoù hag ar prionoù evel bevien.
Anvet eo kellennoù eukariot ar c'hellennoù a zo dezho an ditour c'henetik rodellet en ur galonenn ha gwarezet gant ur goc'henn. An organegoù-mañ a vez graet eukariontoù eus outo.
Koulskoude ez eus organegoù unkellennek hag a zo o zitour c'henetik strewet e-barzh o c'hutoplasm hep kalonenn ebet. Ar seurt kellennoù-mañ a vez graet prokariontoù eus outo.
Kelennoù bevoniezhel ha termenoù liammet outo
- Anatomiezh
- Bakteriologiezh
- Bevoniezh an diorren
- Bevoniezh frammadurel
- Bevoniezh ar c'hellennoù
- Bevoniezh ar molekul
- Bevoniezh ar mor
- Bevoniezh an organoù
- Biofizik
- Biokimiezh
- Bioteknologiezh
- Bio-urzhiataerezh
- Emdroadur
- Ekologiezh
- Etologiezh
- Fullogeneliezh
- Fiziologiez
- Foueoniezh
- Genetik
- Gwaredoniezh
- henouennonïezh (Paleontologiezh)
- Kleñvedoù kontammus
- Louzawouriezh
- Mikrobiologiezh
- Neurobiologiezh
- Onkologiezh
- Ontogeneliezh
- Pistriegiezh
- Sistematik
- Suneriezh
- Taksonomiezh
Istor
Bevoniourien vrudet
- Albert Calmette
- Alexander Fleming
- François Jacob
- Robert Koch
- Félix Le Dantec
- Louis Pasteur
- Émile Roux