Fraezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D liamm ouzhpennet
D gerioù ouzhpennet
Linenn 5: Linenn 5:
Etre an div[[feskenn]] emañ, e-barzh ar [[ridell]], e penn ar [[rektom]].
Etre an div[[feskenn]] emañ, e-barzh ar [[ridell]], e penn ar [[rektom]].
Serret eo dre nerzh [[kigenn]]où, stumm ur walenn dezhe: alese e teu ar ger latin ''anus'', a dalv kement ha [[gwalenn]].
Serret eo dre nerzh [[kigenn]]où, stumm ur walenn dezhe: alese e teu ar ger latin ''anus'', a dalv kement ha [[gwalenn]].
Dre aze eo e vez kaset ar [[fank]] er-maez eus [[korf]] an dud hag al loened peurvuiañ, pe e vijent [[amprevan]]ed pe e vijent [[olifant]]ed.
Dre aze eo e vez kaset ar [[fank]] er-maez eus [[korf]] an dud hag al loened peurvuiañ, pe e vijent munud evel [[amprevan]]ed pe e vijent bras evel [[olifant]]ed.


== Un nor da vont er c'horf==
== Un nor da vont er c'horf==

Stumm eus an 19 Ebr 2013 da 10:30

Fraezh plac'h
Fraezh paotr
Ar fraezh (sfinkter diabarzh ha diavaez) hag ar rektom.

Ar fraezh (pe fraez) eo an anv a vez roet d'an toull-revr, a zo etre an divfeskenn, e penn ar vouzellenn-dev. Etre an divfeskenn emañ, e-barzh ar ridell, e penn ar rektom. Serret eo dre nerzh kigennoù, stumm ur walenn dezhe: alese e teu ar ger latin anus, a dalv kement ha gwalenn. Dre aze eo e vez kaset ar fank er-maez eus korf an dud hag al loened peurvuiañ, pe e vijent munud evel amprevaned pe e vijent bras evel olifanted.

Un nor da vont er c'horf

Im plijet e vez ar fraezh e medisinerezh:

Plijadur ar reizh

Tud zo a implij ar fraezh evit kavout o flijadur reizhel,

  • darn dre flourañ ar fraezh end-eeun
  • darn dre lakaat traoù a bep seurt e-barzh.

Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar pennadoù a denn d'ar reizh.

Yec'hed

Naetadurezh a zo ret evit ar yec'hed. Gwalc'hiñ gant soavon dous ha dour eta. Pa reer gant soavon rust, pe gant doareoù garv, e c'haller tanailhañ pe drailhañ ar c'hroc'hen tener en-dro d'ar fraezh, ha neuze kaout debron pe boan.

Debron o devez ar vugale p'o devez preñved.


Lous

Stag eo ar meizad a loustoni ouzh ar ger hag al lec'h.

Anvioù all

  • toull-revr, toull ar revr, anvioù pemdeziek;
    • revr hepken ivez, evel el lavar dizereat-mañ: Sant Kouevr, Un ibil kig en e revr
  • Kervramm, anv dizereat.