Skiant-faltazi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
TjBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: lb:Science-Fiction
Linenn 68: Linenn 68:
[[ko:과학 소설]]
[[ko:과학 소설]]
[[la:Scientia ficticia]]
[[la:Scientia ficticia]]
[[lb:Science-Fiction]]
[[lmo:Fantascienza]]
[[lmo:Fantascienza]]
[[lt:Mokslinė fantastika]]
[[lt:Mokslinė fantastika]]

Stumm eus an 5 Meu 2013 da 19:51

Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.
Amazing Stories, ar c'hentañ kelaouenn skiant-faltazi amerikan

Ar skiant-faltazi (berradur: SF) a zo un doare danevellañ, el lennegezh hag er sinema dreist-holl, diazezet war ar pezh a c'hallfe bezañ an amzer da zont ha bedoù dianav (planedennoù a-bell, bedoù kenstur, beajoù en egor, spesadoù speredek all, ha tout), diwar an anaoudegezhioù a-vremañ (er skiantoù, en teknologiezhioù, en ethnologiezh, ha kement zo).
Hervez Lester Del Rey, ar skiant-faltazi zo diazezet, evit ul lodenn vras, war ar fed da skrivañ en un doare poellek diwar-benn traoù a c'halffe bezañ.
E kenarroud an istor, e elfennoù faltaziek a c'hall bezañ anezhe hervez al lezennoù termenet gant ar skiant pe hervez lezennoù eus an natur zo goulakaet gant ar skiant (daoust ma c'hall lod eus elfennoù un istor bezañ poelladoù penn-da-benn).

Disheñvel eo diouzh ar fantasteg zo diazezet war elfennoù dreisnaturel ha deus ar faltazi a implij kentoc'h an hudouriezh ha sevenadurioù tost da re hon amzer dremenet. E-touez ar skrivagnerien skiant-faltazi e c'haller menegiñ an Naonedad Jules Verne hag ar saoz H.G. Wells pe Isaac Asimov ha Dan Simmons.

Diazezet eo hanter war ar skiant ha hanter war ar faltazi.

  • War ar skiant, peogwir e kemer alies harp war an araokaat skiantel, (hini an amzer-vremañ pe hini un amzer da zont damhunvreet) evit kontañ istorioù a bep seurt, evel beajoù en egor pe en amzer,
  • War ar faltazi peogwir ne c'hall ket ar skrivagner fougeal e oar gwelloc'h eget nikun petra a c'hoarvezo, ha ne vez ket gwall skiantel an istorioù atav, pa vez kaoz eus brezelioù war ar blanedenn Veurzh lakaomp e romantoù Edgar Rice Burroughs.

Gwellañ perzh ar skiant-faltazi eo reiñ frankiz da ijin ar skrivagner, ar gwashañ eo distagañ an dud diouzh ar gwirvoud. Ar perzhioù mat ha fall-se a vez kavet gant meur a hini ivez er c'hoarioù elektronek, en drammoù, pe er Genrouedad.

Levrlennadur

  • Lester DEL REY, The world of science fiction, 1926-1976 — The history of a subculture, Ballantine Books, 1979, 416 pajenn, ISBN 978-0-345-25452-8
  • Jacques Sadoul, Une histoire de la science-fiction, de 1901 à 2000 (5 levrenn), J'ai Lu, 2001, ISBN 978-2-277-60338-2


Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.


Patrom:Liamm PuB