Marcus Antonius : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ml:മാർക്ക് ആന്റണി
TjBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: als:Marcus Antonius
Linenn 13: Linenn 13:
[[Rummad:Ganedigezhioù ar Iañ kantved kent J.-K.]]
[[Rummad:Ganedigezhioù ar Iañ kantved kent J.-K.]]


[[als:Marcus Antonius]]
[[ar:ماركوس أنطونيوس]]
[[ar:ماركوس أنطونيوس]]
[[az:Mark Antoni]]
[[az:Mark Antoni]]

Stumm eus an 5 Meu 2013 da 07:11

Marcus Antonius

Marcus Antonius , ganet en -83 ha marvet en -30, zo ur politikour hag ur jeneral roman. Mab e oa da Marcus Antonius Creticus, ha mab-bihan d'ar c'honsul Marcus Antonius Orator.

Un harper leal hag a-bouez e voe evit kenderv e vamm Julius Caesar, evel ofiser eus an arme ha merour. Goude drouklazh Caesar e savas Marcus Antonius ur c'hevredad politikel ofisiel gant Octavius (Augustus) ha Lepidus, anvet gant istorourien an amzer a vremañ Eil Triumvirelezh.

Echuiñ a reas an Eil Triumvirelezh e -33. Dizemglevioù etre Octavus hag Marcus Antonius a lakaas ar brezel sivil da darzhañ. Brezel diwezhañ ar Republik roman e voe, e -31. Faezhet e voe Marcus Antonius gant Octavius en emgann war vor Actium, hag en un emgann berr e-tal Aleksandria. En em lazhañ a reas Marcus Antonius hag e serc'h Kleopatra nebeut goude. E esped hag e faezhidigezh a voe pouezus-kenañ e treuzfurmadur Republik Roma en Impalaeriezh roman.