Bernabò Visconti : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 37: Linenn 37:
Bloaz goude, d'ar [[14 a viz Here]] [[1362]], e voe lazhet Ugolino, mab da [[Guido Mantova]], aotrou kêr [[Mantova]], ha pried [[Catarina Visconti (1342-1382)|Catarina]], merc'h da Vatteo II Visconti, gant ar vreudeur. Diwar se e savas bec'h etre Mantova ha Bernabò .<br/>
Bloaz goude, d'ar [[14 a viz Here]] [[1362]], e voe lazhet Ugolino, mab da [[Guido Mantova]], aotrou kêr [[Mantova]], ha pried [[Catarina Visconti (1342-1382)|Catarina]], merc'h da Vatteo II Visconti, gant ar vreudeur. Diwar se e savas bec'h etre Mantova ha Bernabò .<br/>
Bec'h warnañ a bep tu, poent e oa da Vernabò cheñch penn d'ar vazh, ha setu-eñ, e miz Kerzu [[1362]], da gas kannaded da-gaout ar pab da zibunañ kudenn Bologna gant skoazell ar roue gall [[Yann II Bro-C'hall]], lesanvet ''le Bon''<ref> Hennezh, ar roue gall, e [[1360]], a oa o paouez dimeziñ e verc'h [[Isabelle de France (1348-1372)|Isabelle de Valois]] da [[Gian Galeazzo Visconti]], mab da C'haleazzo II Visconti.</ref> ha hini [[roue Kiprenez]], [[Pêr Iañ Kiprenez|Pierre Iañ<sup>er</sup> de Lusignan]]<ref>[[Pêr Iañ Kiprenez|Pierre I<sup>er</sup> de Lusignan]] a oa deuet da Vilano e miz Genver [[1363]] evit brudañ ur brezel, pe [[kroaziadeg]] (ha ne voe ket graet) a-enep an [[Impalaeriezh ottoman|Durked]]. Dont a reas a-benn da c'hounez merc'h Bernabò, [[Valentina Visconti (1361-1393)|Valentina]], evit e vab [[Pêr II Kiprenez|Pierre II]].</ref>.
Bec'h warnañ a bep tu, poent e oa da Vernabò cheñch penn d'ar vazh, ha setu-eñ, e miz Kerzu [[1362]], da gas kannaded da-gaout ar pab da zibunañ kudenn Bologna gant skoazell ar roue gall [[Yann II Bro-C'hall]], lesanvet ''le Bon''<ref> Hennezh, ar roue gall, e [[1360]], a oa o paouez dimeziñ e verc'h [[Isabelle de France (1348-1372)|Isabelle de Valois]] da [[Gian Galeazzo Visconti]], mab da C'haleazzo II Visconti.</ref> ha hini [[roue Kiprenez]], [[Pêr Iañ Kiprenez|Pierre Iañ<sup>er</sup> de Lusignan]]<ref>[[Pêr Iañ Kiprenez|Pierre I<sup>er</sup> de Lusignan]] a oa deuet da Vilano e miz Genver [[1363]] evit brudañ ur brezel, pe [[kroaziadeg]] (ha ne voe ket graet) a-enep an [[Impalaeriezh ottoman|Durked]]. Dont a reas a-benn da c'hounez merc'h Bernabò, [[Valentina Visconti (1361-1393)|Valentina]], evit e vab [[Pêr II Kiprenez|Pierre II]].</ref>.

Bec'h warnañ a bep tu, poent e oa da Vernabò cheñch penn d'ar vazh, ha setu eñ, e miz Kerzu [[1362]], da gas kannaded da-gaout ar pab da zibunañ kudenn Bologna gant skoazell ar roue gall [[Yann II Bro-C'hall]], lesanvet ''le Bon''<ref> Hennezh, ar roue gall, en [[1360]], a oa o paouez dimeziñ e verc'h [[Isabelle de France (1348-1372)|Isabelle de Valois]] da [[Gian Galeazzo Visconti]], mab da [[Galeazzo II Visconti]].</ref> ha hini [[roue Kiprenez]], [[Pêr Iañ Kiprenez|Pierre Iañ<sup>er</sup> de Lusignan]]<ref>[[Pêr Iañ Kiprenez|Pierre I<sup>er</sup> de Lusignan]] a oa deuet da Vilano e miz Genver mois 1363 evit brudañ ur brezel, pe [[kroaziadeg]] (ha ne voe ket graet) a-enep an [[Impalaeriezh ottoman|Durked]]. Goulenn a raio digant Barnabo dorn e verc'h [[Valentina Visconti (1361-1393)|Valentina]] evit e vab [[Pêr II de Kiprenez|Pêr]].</ref>.

<!--
Echu ar c'heid-amzer a oa bet roet da Vernabo da zont da [[Avignon]], ec'h embannas ar pab [[Urban V]], d'ar [[4 a viz Meurzh ]] [[1363]], e oa disivouder Barnabo, skismateg, milliget gant an Iliz, ha tennet e wirioù digantañ. E vibien ivez a voe kondaonet gantañ. Miz goude e voe trec'het Bernabo, e kreñvlec'hig Solara<ref>Solara, kêriadennig en hanternoz da [[Modena (Italia)|Vodena]] (en [[Emilia-Romagna]]), e kumun [[Bomporto]], war an hent da [[Camposanto|Gampsanto]].</ref>, gant soudarded ar pab renet gant Galeotto Malatesta. Mil brezelour war varc'h a voe prizoniet war un dro gant 38 [[condottiere]]s<ref name="Condottieridiventura"/> hag en o zouez [[Ambroggio Visconti]], ur mab da Vernabo.<br/>

Klask a reas Barnabé sinañ un arsav-brezel gant kannad ar pab, ar c'hardinal [[Gil Álvarez Carrillo de Albornoz|Albornoz]]. Sinet e voe ar peoc'h d'an [[13 a viz Meurzh ]] [[1364]], ha dilezet e voe kestell kornad Bologna gant Barnabé en eskemm ouzh 500 000 florin.


...


D'ar [[6 a viz Mae ]] [[1385]], p'edo Bernabò war-nes kas da benn e vennad da zimeziñ e verc'h Lucia da [[Louis II d'Anjou]], deuet da vout [[roue Sikilia ]], [[Gian Galeazzo Visconti]], gant Jacopo dal Verme, Ottone di Mandello ha Giovanni Malaspina, e penn un armead 500 [[goafer]], a grogas e Bernabò hag en e zaou vab Ludovico ha Rodolfo, hag o c'hraouias e Porta Giovia e [[Trezzo sull'Adda]] kent kemer ar galloud.
D'ar [[6 a viz Mae ]] [[1385]], p'edo Bernabò war-nes kas da benn e vennad da zimeziñ e verc'h Lucia da [[Louis II d'Anjou]], deuet da vout [[roue Sikilia ]], [[Gian Galeazzo Visconti]], gant Jacopo dal Verme, Ottone di Mandello ha Giovanni Malaspina, e penn un armead 500 [[goafer]], a grogas e Bernabò hag en e zaou vab Ludovico ha Rodolfo, hag o c'hraouias e Porta Giovia e [[Trezzo sull'Adda]] kent kemer ar galloud.

Stumm eus an 12 C'hwe 2013 da 21:39

Bernabò Visconti
( skeudenn dizanv eus an XVIIIvet kantved)

Bernabò Visconti, bet ganet e Milano e 1323 ha marvet e 1385 e Trezzo sull'Adda, a voe Aotrou Milano eus 1354 da 1385.

Un tirant kriz ha didrugar e voe. Pan ae droug ennañ ne c'halle den tostaat dezhañ nemet e wreg, Beatrice Regina della Scala. Enebour d'an Iliz e oa ha ne felle ket dezhañ plegañ da aotrouniezh ar bibien. Difenn a reas ouzh hini ebet eus tud Milano kaout afer ouzh Curia Roma, gouarnamant ar bibien. Kemer a reas kêr Bologna digant an Iliz. Eskumunuget e voe en arbenn da se en 1363 gant ar pab Urban V a aozas ur brezel a-enep dezhañ.

E vuhez

Trede mab Stefano Visconti ha Valentina Doria (1290-1359) e oa Bernabò Visconti.

E dad, Stefano, a oa pempvet mab an aotrou Matteo Iañ Visconti. Goude marvioù o eontr Galeazzo Iañ Visconti, o c'henderv Azzon, ha marvioù o daou eontr all, Luchino Visconti ha Giovanni Visconti, o devoa renet o-daou e Milano, en em gavas an tri breur, Matteo II Visconti, Galeazzo II Visconti ha Bernabò, bezañ an diskennidi diwezhañ eus an tiegezh.
E miz Gouhere 1340 e kemeras perzh gant e vreudeur en irienn Francesco Pusterla hag uhelidi all, a-enep e eontred Giovanni Visconti ha Luchino Visconti a oa o paouez kemer lec'h o c'henderv Azzon Visconti. Disklêriet e voe an irienn, Luchino a gastizas an iriennerien, hag a lezas e nized.

E 1343 e c'hanas e serc'h Beltramola Grassi e vab kentañ, Ambroggio Visconti (1343-1373), ar c'hentañ bugel eus un aridennad hir, etre 28 ha 35 bugel a-hervez, da lavarout eo etre 13 hag 20 gant serc'hed, hag ar peurrest gant e wreg Beatrice della Scala. [1].

Bernabò Visconti hag e bried Beatrice della Scala

E 1346, goude un irienn all, e rankas mont d'an harlu war un dro gant e vreudeur. Ha Bernabò kuit eus Milano da veajiñ dre Savoia, Flandrez, hag en Gall, ma voe ostizet e lez ar roue Fulup VI e 1348.
E miz Meurzh 1349, goude marv Luchiano Visconti, e voe galvet ar vreudeur gant o eontr an arc'heskob Giovanni Visconti, vikel an impalaer santel, hag en doa kemeret ar stur goude e vreur Luchiano Visconti, abalamour dezho da gemer perzh er gouarnamant, ha da gemer ar stur war e lerc'h.

D'ar 27 a viz Gwengolo 1350 e timezas Bernabò Visconti e Verona da Beatrice della Scala (1331-1384), merc'h da Mastino II della Scala, aotrou Verona ha Vicence, ha Taddea.

Skoed an tiegezh Visconti.


D'ar 5 a viz Here 1354 e varvas Giovanni Visconti (arc'heskob) Giovanni Visconti, ma teuas e dri niz Matteo II, Galeazzo II ha Bernabò da vezañ kenaotrouien kêr Milano goude rannañ etrezo an aotrouniezhioù e dalc'h kêr :

Bernabò a lakaas kregiñ da sevel gwikadell Bergamo. D'ar 26 a viz Gwengolo 1355 e varvas Matteo II Visconti[3] ha Bernabò a gemeras gwikadelloù Lodi, Parma, Bologna, ha Pontremoli. Goude dichekadennoù graet d'an impalaer santel Karl IV gant ar baotred Visconti e teuas Markward von Raudeck, vikel an impalaer, gant un arme dirak kêr Vilano d'ar 4 a viz Here 1356. D'an 12 a viz Du e voe prizoniet vikel an impalaer gant soudarded Bernabò a oa renet gant Lodrisio Visconti, un niz da Vatteo Iañ Visconti.

Bernabò a greñvaas ar palez San Giovanni in Conca hag a gaeraas an iliz heñvelanvet [4] : en-dro dezhi e oa bet astennet palez an duged, ma servije da chapel gant ar re Visconti. Distrujet e voe en 1949.

E 1359 e klaskas Bernabò adkemer Bologna, a oa bet roet gant Giovanni Visconti d'Oleggio d'ar pab Inosant VI. Ha droug er pab, ma tamallas da Vernabò bout disivouder en miz Eost 1360. Bloaz goude eo an impalaer Karl IV a reas d'e vikel embann kondaonidigezh Bernabò.

E miz Gouhere 1361 e voe trec'het arme Bernabò e San Ruffillo[5] gant soudarded ar pab kaset gant Galeotto Malatesta. Un taol fall e voe 700 den lazhet, 200 gloazet, 1300 prizoniad[6] ha kollet teñzor an arme.
Bloaz goude, d'ar 14 a viz Here 1362, e voe lazhet Ugolino, mab da Guido Mantova, aotrou kêr Mantova, ha pried Catarina, merc'h da Vatteo II Visconti, gant ar vreudeur. Diwar se e savas bec'h etre Mantova ha Bernabò .
Bec'h warnañ a bep tu, poent e oa da Vernabò cheñch penn d'ar vazh, ha setu-eñ, e miz Kerzu 1362, da gas kannaded da-gaout ar pab da zibunañ kudenn Bologna gant skoazell ar roue gall Yann II Bro-C'hall, lesanvet le Bon[7] ha hini roue Kiprenez, Pierre Iañer de Lusignan[8].

Bec'h warnañ a bep tu, poent e oa da Vernabò cheñch penn d'ar vazh, ha setu eñ, e miz Kerzu 1362, da gas kannaded da-gaout ar pab da zibunañ kudenn Bologna gant skoazell ar roue gall Yann II Bro-C'hall, lesanvet le Bon[9] ha hini roue Kiprenez, Pierre Iañer de Lusignan[10].


  1. ((it) Storia di Milano et (en) Foundation for Medieval Genealogy)
  2. "San Donnino" zo ur c'harter hiziv e mervent Modena (Emilia-Romagna).
  3. En he zestamant e skrivo Valentina Doria, mamm an tri c'henaotrou, eo sur e voe lazhet Matteo gant e vreudeur. ((it) Storia di Milano)
  4. Distrujet e voe an iliz en 1162 gant Frédéric Barberousse hag adsavet en XIIIvet kantved.
  5. Hiziv eo deuet San Ruffillo da vezañ ur c'harter eus gevred kêr Bologna (e rannvro Emilia-Romagna), hogen neuze e oa ur c'hreñvlec'h eno.
  6. Source : (it) Buhezioù condottiere Italia etre 1330 ha 1550.
  7. Hennezh, ar roue gall, e 1360, a oa o paouez dimeziñ e verc'h Isabelle de Valois da Gian Galeazzo Visconti, mab da C'haleazzo II Visconti.
  8. Pierre Ier de Lusignan a oa deuet da Vilano e miz Genver 1363 evit brudañ ur brezel, pe kroaziadeg (ha ne voe ket graet) a-enep an Durked. Dont a reas a-benn da c'hounez merc'h Bernabò, Valentina, evit e vab Pierre II.
  9. Hennezh, ar roue gall, en 1360, a oa o paouez dimeziñ e verc'h Isabelle de Valois da Gian Galeazzo Visconti, mab da Galeazzo II Visconti.
  10. Pierre Ier de Lusignan a oa deuet da Vilano e miz Genver mois 1363 evit brudañ ur brezel, pe kroaziadeg (ha ne voe ket graet) a-enep an Durked. Goulenn a raio digant Barnabo dorn e verc'h Valentina evit e vab Pêr.