Den Haag : diforc'h etre ar stummoù
rummad |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: pap:Den Haag; Kemm dister |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[ |
[[Restr:Grote Markt Terras.JPG|thumb|250px|right|Ar ''Grote Markt'', pe ar Marc’hallac’h]] |
||
[[ |
[[Restr:Fb7.jpg|thumb|right|Ar ''Fluwelen Burgwal'', ur boulouard bras, gwelet diwar toenn an ti-kêr]] |
||
'''Den Haag''' (anvet ivez ''''''s-Gravenhage''''') zo ur gêr e kornôg an [[Izelvroioù]], m’emañ sez ar gouarnamant, daoust ma n’eo ket kêr-benn ar vro ([[Amsterdam]] an hini eo). Kêr-benn ar broviñs [[Zuid-Holland]] eo. |
'''Den Haag''' (anvet ivez ''''''s-Gravenhage''''') zo ur gêr e kornôg an [[Izelvroioù]], m’emañ sez ar gouarnamant, daoust ma n’eo ket kêr-benn ar vro ([[Amsterdam]] an hini eo). Kêr-benn ar broviñs [[Zuid-Holland]] eo. |
||
Linenn 78: | Linenn 78: | ||
[[oc:L'Aia]] |
[[oc:L'Aia]] |
||
[[os:Гаагæ]] |
[[os:Гаагæ]] |
||
[[pap:Den Haag]] |
|||
[[pl:Haga]] |
[[pl:Haga]] |
||
[[pms:L'Aja]] |
[[pms:L'Aja]] |
Stumm eus an 9 Du 2012 da 16:32
Den Haag (anvet ivez 's-Gravenhage) zo ur gêr e kornôg an Izelvroioù, m’emañ sez ar gouarnamant, daoust ma n’eo ket kêr-benn ar vro (Amsterdam an hini eo). Kêr-benn ar broviñs Zuid-Holland eo.
Annezet eo Den Haag gant 468.711 a dud (d’ar 1añ a viz Mezheven 2005). E kêr emañ porzh kozh Scheveningen.
Den Haag hag an trowardroioù a ya d’ober, gant 700.000 a annezidi, unan eus kreizennoù pouezusañ ar Randstad, gant Amsterdam ha Rotterdam.
An anv Den Haag (skrivet gwechall «Die Haghe») eo an anv ofisiel koshañ. Ur stumm all zo da anv kêr : 's-Gravenhage («Liorzh an dug»), cheuc’hoc’h, zo en implij abaoe 1639. Savet e voe moarvat diwar skouer an anv 's-Hertogenbosch (anvet alies Den Bosch). Bremañ e vez implijet ar stumm Den Haag gant an ti-kêr, ha stummoù heñvel a gaver e yezhoù all : Den Haag en alamaneg, The Hague e saozneg, La Haye e galleg pe La Haya e spagnoleg.
E Den Haag emañ an Erste Kamer (Kambr gentañ) hag an Tweede Kamer (eil kambr), da lavaret an div gambr a ya d’ober parlamant an Izelvroioù. Eno ivez emañ burevioù ar vinistred ha lez-varn uhelañ ar vro. Eno emañ o chom ivez ar Rouanez Beatris. Kannatioù ar broioù all en em gav holl e Den Haag ha meur a ensavadur etrebroadel bras ivez (evel Europol pe al Lez-varn Etrebroadel. Daoust da se ez eo Amsterdam kêr-benn an Izelvroioù, hervez bonreizh ar stad.
Liammoù diavaez
- Lec’hienn kêr Den Haag (nl)(en)