Remont Jestin : diforc'h etre ar stummoù
Pajenn krouet gant : "'''Remont Jestin''' (ganet e Landerne e 1902 - marvet e Menton e 1991), Raymond Gestin e anv kefridiel, a voe ur skrivagner brezhonek, stag ouzh skol Pariz gant Goulv..." |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 14: | Linenn 14: | ||
*''Ar spered relijiel sumerek en e endro usvedel'', Preder, 1959. |
*''Ar spered relijiel sumerek en e endro usvedel'', Preder, 1959. |
||
*''Hent ar ouenn ? Hent an natur'', Ar Stourmer, niverennoù 1-3, 1962. |
*''Hent ar ouenn ? Hent an natur'', Ar Stourmer, niverennoù 1-3, 1962. |
||
[[Rummad:Ganedigezhioù 1902]] |
|||
[[Rummad:Marvioù 1991]] |
|||
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]] |
|||
[[Rummad:Emsaverien Breizh]] |
|||
[[Rummad:Meneger ar skrivagnerien]] |
|||
[[Rummad:Prederourien]] |
Stumm eus an 30 Her 2012 da 11:14
Remont Jestin (ganet e Landerne e 1902 - marvet e Menton e 1991), Raymond Gestin e anv kefridiel, a voe ur skrivagner brezhonek, stag ouzh skol Pariz gant Goulven Pennaod ha tud Kêr-Vreizh. Lesanvioù e-leizh a arveras evit skrivañ e zanevelloù e studiadennoù pe e bennadoù : Rieg Jestin, Rigakos, Gestin...
Desavet e voe e brezhoneg gant e vamm-gozh e Bro-Leon, kent mont pelle-pell war ar studi e Pariz. Studiañ a reas en Ecole du Louvres, goude bet o chom en Istanboul hag e Mezopotamia e-men e reas enklaskoù war ar sumereg. Don a reas da vout kelenner en 2cole pratique des hautes études ("Skol Bleustrek ar Studioù Uhel") adalek 1953.
Ober a reas anaoudegezh gant emsaverion arall e Kêr-Vreizh evel Goulven Pennaod e skrivas pennadoù evitañ en e gelaouennoù Ar Stourmer hag An nerzh. Un heuliadenn hir a skrivas er gelaouenn Ar stourmer : "Hent ar ouenn ? Hent an natur" dindan an anv-pluenn Rigakos e-men e kav an nen displegadennoù a-zivout an istor hervez ur sav-poent kenel-werinelour ha gouennelour.
Studiadennoù a skrivas ivez evit an ti-embann hag ar gelaouenn Preder.
Oberennoù
- Ar bouddha hag ar vouddhaadegez, Gwalarn, niverennoù 95-96, 1936.
- Eñvorennoù a Durkia, SAV, niverenn 24, 1942.
- Friedrich Nietzsche hag e gelenn, Al Liamm, niverenn 15, 1957.
- Ar spered relijiel sumerek en e endro usvedel, Preder, 1959.
- Hent ar ouenn ? Hent an natur, Ar Stourmer, niverennoù 1-3, 1962.