Hiadezed : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ko:휘아데스
Linenn 36: Linenn 36:
[[hu:Hüaszok]]
[[hu:Hüaszok]]
[[it:Iadi (mitologia)]]
[[it:Iadi (mitologia)]]
[[ko:휘아데스]]
[[lt:Hajadės]]
[[lt:Hajadės]]
[[no:Hyadene (gresk mytologi)]]
[[no:Hyadene (gresk mytologi)]]

Stumm eus an 9 Her 2012 da 12:30

An Hiadezed, pe Hyadezed (‘Υάδες / Huádes, « ar Glavegezed », eus ὑειν, « ober glav » e gregach), a oa merc'hed d'an Titan Atlas ha d'an Okeanidenn Aethra pe Pleione, ha c'hoarezed Hias, a zo nimfezed ar glav e mojennoù Hellaz kozh.

En un doare all eus ar vojenn int merc'hed da Hias ha Beotia.

Kemmañ a ra o niver hervez ar skrivagnerien (div int, pe deir, pe bemp, pe seizh, pe kalz muioc'h). Meneget e vez an anvioù-mañ:

Mojennoù

Magerezed Zeus e voent e Dodone. Pa voe ganet Dionisos e voe kaset gante betek ar menez Nysa, ha roet da Ino da ziwall. Zeus o c'hasas neuze d'an Oabl d'ho mirout ouzh konnar Hera.

En ur vojenn all e oa bet lazhet o breur Hyas gant ul leon (pe un hoc'h-gouez), ha glac'haret e voent kement ken na baouezent ket a ouelañ. Ma voe fromet an doueed gant o gouelvanoù. Lakaet e voent e-touez gronnad stered an Hyadezed e-barzh steredeg an Tarv (steredeg).