Banniel Norvegia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Reizhañ liammoù diabarzh
Linenn 23: Linenn 23:

| [[Livioù]]
| [[Livioù]]
|{{legend|#002868|[[glaz|glas P281C]]}}

|{{legend|#002868|[[glas (liv)|glas P281C]]}}

{{legend|#EF2B2D|[[ruz P032C]]}}

{{legend|#EF2B2D|[[ruz (liv)|ruz P032C]]}}

{{legend|#FFFFFF|[[gwenn]]|border=1px solid black}}

{{legend|#FFFFFF|[[gwenn (liv)|gwenn]]|border=1px solid black}}

'''[[Banniel]] [[Norvegia]]''' zo ruz gant ur [[kroaz|groaz]] c’hlas bevennet gant liv gwenn. Div vrec'h ar groaz n'emaint ket e-kreiz met tostoc'h d'an tu diabarzh, d’ar wern ma vez staget ar banniel.
'''[[Banniel]] [[Norvegia]]''' zo ruz gant ur [[kroaz|groaz]] c’hlas bevennet gant liv gwenn. Div vrec'h ar groaz n'emaint ket e-kreiz met tostoc'h d'an tu diabarzh, d’ar wern ma vez staget ar banniel.

Stumm eus an 23 Eos 2012 da 18:02

Banniel Norvegia
Banniel Norvegia

Kenfeurioù 8:11
Kod bannielouriezh

Banniel sivil douar ha mor

Anv (pe lesanv)
Degemeret e 1821 (13/07/1801)
Livioù
• ██ glas P281C
• ██ ruz P032C
• ██ gwenn
• Banniel Norvegia zo ruz gant ur groaz c’hlas bevennet gant liv gwenn. Div vrec'h ar groaz n'emaint ket e-kreiz met tostoc'h d'an tu diabarzh, d’ar wern ma vez staget ar banniel.

Betek 1814 e veze implijet banniel Danmark e Norvegia, peogwir e oa unanet Norvegia ha Danmark. Kinniget e voe tres ar banniel zo bremañ e 1821, gant Fredrik Meltzer, kannad er Storting (parlamant). Banniel Danmark e oa diazez ar banniel nevez, gant liv glas ouzhpenn, amprestet digant banniel Sveden moarvat. Soñjal a c’haller ivez e voe levezonet gant al livioù implijet war bannieloù Bro-C'hall, ar Rouantelezh Unanet hag ar Stadoù Unanet, pa oant arouezioù an demokratelezh en amzer-se. En deroù ne voe implijet ar banniel nevez nemet war vor, gant ar bigi. Etre 1844 ha 1899 e voe implijet ur banniel all er vro, warnañ livioù Sveden ha Norvegia mesket er c’horn uhelañ kleiz, dre ma oa unanet Sveden ha Norvegia dindan ur roue hepken. Adkroget e voe da implijout banniel Fredrik Meltzer e 1899. Hag e 1905, pa teuas Norvegia da vezañ distag diouzh Sveden, e voe adlakaet banniel broadel Norvegia en implij da vat hag e pep lec’h.

Bannieloù all

Banniel stad hag arme.

Kenfeur: 16:27

Banniel ar roue (Kongeflagget), abaoe 1905.
Ar banniel implijet etre 1844 a 1899, gant arouez unaniezh Sveden ha Norvegia.