Koadeg : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: af:Woud |
D Robot ouzhpennet: xmf:ტყა |
||
Linenn 120: | Linenn 120: | ||
[[wa:Bwès (d' åbes)]] |
[[wa:Bwès (d' åbes)]] |
||
[[war:Kagurangan]] |
[[war:Kagurangan]] |
||
[[xmf:ტყა]] |
|||
[[yi:וואלד]] |
[[yi:וואלד]] |
||
[[zh:森林]] |
[[zh:森林]] |
Stumm eus an 12 Gou 2012 da 23:46
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ul ledennad gwez o c'holoiñ ur gorread bras eo ar goadeg, pe ar wezeg, ha ne gaver nemet e broioù glavek. Gant koad + -eg, lostger al lieskementiñ eo bet savet ar ger. Koulskoude e vez implijet koad evit meur a ledennad bihan gwez ken ez eus un diforc'h brasted etre koadeg ha koad, honnezh brasoc'h eget ur c'hoad. Ur ger kevatal da goad eo gwezeg (gwez + -eg).
Douaroniezh
A-bouez-bras eo ar c'hoadegoù evit an dourredennoù pa 'z int al lechioù ma vez miret un darn eus an glaveier diwar an diaezhennad ha diwar an dinaouiñ re vuan : dindan gwez ar c'hoadegoù e c'hell an douar chom gleb diehan ha daleet eo kas an dour d'an traoñ. El lec'hioù m'eo bet distrujet ar c'hoadegoù e cheñch an hin ken e teu da vezañ sec'hoc'h. Pa vez kaset d'an traoñ koadegoù ar menezioù e weler ar c'hrignerezh o kas an douar krouet gant ar gwez diwar o delioù kouezhet ha tamm-ha-tamm e teu ar reier war-wel en-dro.