Amfiteatr : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ar:معلب روماني |
D Robot ouzhpennet: id:Amfiteater |
||
Linenn 86: | Linenn 86: | ||
[[hr:Amfiteatar]] |
[[hr:Amfiteatar]] |
||
[[hu:Amfiteátrum]] |
[[hu:Amfiteátrum]] |
||
[[id:Amfiteater]] |
|||
[[io:Amfiteatro]] |
[[io:Amfiteatro]] |
||
[[it:Anfiteatro]] |
[[it:Anfiteatro]] |
Stumm eus an 11 Gou 2012 da 15:42
Un amfiteatr a oa ur mell savadur kelc'hiek, diri ennañ, ul leur en e greiz.
Gant ar Romaned e oa ur savadur ma veze aozet emgannoù etre gwazed pe loened ferv. Chom a ra kalzik anezho.
Gerdarzh
Dont a ra diwar ar rakger gregach amphi- a dalv kement ha « c'hoari an dro ». Stumm ur vi zo d'un amfiteatr, ha n'eo ket tre hini ur c'helc'h. Gwelout ha klevout mat a ra an arvestourien ennañ.
Istor
A belec'h e teu an amfiteatroù?
Un amfiteatr zo evel daou deatr, pe c'hoariva, lakaet penn ouzh penn. E-kreiz ez eus ul leur hag en-dro dezhi diri o sevel.
An arvestoù en amfiteatr
En amfiteatr e c'hoarveze emgannoù gladiatourien dreist-holl. En deiz a-raok e veze aozet ur banvez, Cena libera, a oa evit mann, ha ma c'halle an dud dont da welout an emgannerien.
Emgannoù war listri (naumachiae) a c'halle bout aozet e darn eus an amfiteatroù. Dourbontoù zo bet savet evit kas dour da leuniañ al leur.
Er skolioù-meur
Amfiteatroù a vez graet ivez eus salioù bras war-zinaou gant diri, evit reiñ tu da galz a dud war un dro da glevout kentelioù, a-wechoù meur a gant den.
-
Un alberz eus diabarzh ar C'holliseom