C'hwezhadur (yezhoniezh) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: pt:Aspiração
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: sk:Prídych (fonetika)
Linenn 57: Linenn 57:
[[pt:Aspiração]]
[[pt:Aspiração]]
[[ru:Придыхание]]
[[ru:Придыхание]]
[[sk:Prídych (fonetika)]]
[[sv:Aspiration (fonetik)]]
[[sv:Aspiration (fonetik)]]
[[zh:送氣]]
[[zh:送氣]]

Stumm eus an 31 Kzu 2011 da 06:41

Er yezhoniezh e vez implijet an termen c'hwezhadur (saoz.: aspiration) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn dre serriñ kendistaget dre c'hwezhañ aer dre ar genoù.

Kreñv pe greñvoc'h a c'hell bezañ ar c'hwezhadur, o kemmañ a yezh da yezh.

Skrivet e vez [ʰ] hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel. Implijet e c'hell bezañ ivez ar sin diakritek ispisial [⁼] evit diskwel n'emañ ket c'hwezhet ur gensonenn mar bez ezhomm.

Ar c'hwezhadur a c'hell bezañ ur perzh liammet ouzh alofonennoù resis, evel e saozneg ma vez distaget dre c'hwezhañ atav an holl kensonennoù dre serriñ divouezh e penn-kentañ ur ger, pe gallout a ra talvezout da diforc'hañ fonemennoù evel e meur a yezh indezek, da skouer an hindeg.

C'hwezhet e c'hell bezañ kensonennoù mouezhiet kouzl ha divouezh ha gallout a ra c'hoarvezout e penn-kentañ, e kreiz pe zoken e diwezh ur ger, da skouer en armenieg:


bard͡z "goubenner"
bart͡s⁼ "diaez"
bart͡sʰ "uhel"


Gwelit ivez: