Tigran Petrosian : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ml:ടിഗ്രൻ പെട്രോഷ്യൻ |
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: be:Тыгран Вартанавіч Петрасян |
||
Linenn 55: | Linenn 55: | ||
[[ar:تيغران بيتروسيان]] |
[[ar:تيغران بيتروسيان]] |
||
[[be:Тыгран Вартанавіч Петрасян]] |
|||
[[bg:Тигран Вартанович Петросян]] |
[[bg:Тигран Вартанович Петросян]] |
||
[[bs:Tigran Petrosjan]] |
[[bs:Tigran Petrosjan]] |
Stumm eus an 30 Her 2011 da 20:33
Tigran Vartanovitch Petrosian (armenieg: Տիգրան Վարդանի Պետրոսյան, stumm rusek:Тигран Вартанович Петросян), armeniat diouzh orinoù e familh, bet ganet d'ar 17 a viz Mezheven 1929 e Tbilisi, Jorjia, Unaniezh Soviedel, marvet d'an 13 a viz Eost 1984 e Moskov.
Mestrc'hoarier echedoù armeniat. E zisoc'hoù en tournamantoù bep tri bloaz evit gouzout piv a c'hoario a-enep da gampion ar bed a ziskouezas e rae araokadennoù buan:
- 5vet e Zürich e 1953;
- 3vet en Amsterdam e 1956;
- 3vet e Yougoslavia e 1959;
- 1añ e Curaçao e 1962.
E 1963, trec'hiñ a reas Mikhail Botvinnik gant an disoc'h 12,5/9,5 ha dont a reas da vout kampion ar bed.
Petrosian a zifennas hag a viras e didl e 1966 a-enep da Voris Spassky : 12,5/11,5. E 1969 avat e kollas e didl a-enep da Voris Spassky: 12,5/10,5.
Roet eo bet e anv da daou zigoradur:
- Digoradur Petrosian eus Difenn Indian ar Roue:
1. d4 Mf6
2. c4 g6
3. Mc3 Bg7
4. e4 d6
5. Mf3 O-O
6. Be2 e5
7. d5
- Digoradur Petrosian eus Difenn Indian ar Rouanez:
1. d4 Mf6
2. c4 e6
3. Mf3 b6
4. a3.