Lev (muzul) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13: Linenn 13:
[[Rummad:Unanennoù muzuliañ kozh]]
[[Rummad:Unanennoù muzuliañ kozh]]


[[ca:Llegua]]
[[de:Legua]]
[[de:Legua]]
[[en:League (unit)]]
[[en:League (unit)]]

Stumm eus an 27 Gou 2011 da 06:40

Un unanenn hed kozh eo al lev (reizh benel, liester levioù, eus al latin leuca deuet eus ar galianeg). Implijet e veze e meur a vro en Europa ha Suamerika. Talvezout a rae al lev-bost etre 3 ha 6 kilometr. Met hedoù liesseurt a veze kavet hervez ar broioù hag ar ranvroioù. En 18vet kantved e veze implijet al lev evel un unanderenn gorread, lev pe lev garrez. E Breizh e talveze al lev kement ha 4 800 metr, evel al lev saoz douarel. Ober a reas ar Saozon gant al lev-vor, houmañ 3 gwech ur mil-mor (5,516 m).

E 1791 e tivizas Bodadeg Vonreizhañ Bro-C'hall e vefe graet gant reizhiad ar metr hiviziken hag e vefe implijet ar c'hilometr evit muzuliañ an hedoù douaroniel.

E Breizh e vez kavet anvioù-lec'h gant lev enno. Div traezhenn hir kenañ a zo anvet al Lev-Draezh : unan e foñs Bae Douarnenez e kumunioù Ploudiern ha Sant-Vig hag an eil e kornôg Bro-Dreger e kumunioù Plistin, Treduder ha Lokmikael-an-Traezh.

Gerioù deveret

  • leviata : beajiñ da bell
  • leviad : hedad al lev
  • bannlev : tolpadoù poblañs tro-dro d'ur gêr. Gwechall e Bro-C'hall e veze paet tailhoù bihanoc'h dindan 4 lev tro-dro da Bariz.
  • kardlev : ur c'hard eus ul lev, da lavarout eo ur c'hilometr.