Karn Barnenez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Image:B_1_Cairn_von_Barnenez_C.jpg|thumb|500px|Cairn von Barnenez, Ille-et-Vilaine, aus Südost]]


[[Image:Barnenez_front2.jpg|thumb|right|300px|Karn Barnenez]]
[[Image:Barnenez_front2.jpg|thumb|right|300px|Karn Barnenez]]
[[Image:Barnenez entrance.jpg|thumb|right|Tremen, en diabarzh.]]
[[Image:Barnenez entrance.jpg|thumb|right|Tremen, en diabarzh.]]

Stumm eus an 7 Gou 2011 da 15:26

Cairn von Barnenez, Ille-et-Vilaine, aus Südost


Karn Barnenez
Tremen, en diabarzh.

Karn Barnenez a zo ul lec'hienn veurvaenek e gourenez Kernehelen, e Plouezoc'h, e Treger, e Penn-ar-Bed.

Daou garn a oa aze, an hini kentañ bet savet etre 4850 ha 4450 k.J-K gant dolerit, hag an eil etre 4450 ha 4000 k. J-K gant greunvaen.

Gerdarzh

Moarvat eus barr (lein) hag enez.

Istor

E 1807 e oa bet graet anv eus ar grugell er c'hadastr napoleonek, neuze e 1850 e-kerzh un emvod skiantel gant maer kumun Plouezoc'h. Ne voe ket a-walc'h da wareziñ ar monumant a voe diveinet ar c'harn kentañ gant un embreger e-pad an XXvet kantved. Harzet e voe e 1955 gant an aotrouniezh pa oa o vont da zistrujañ an eil.

Unnek taol-vaen a ya da ober ar c'harn, hag e-se kement a gambroù obidel. Peurc'holoet ez eus dek anezho. Evit mont e-barzh ez eer dre un trepas mein sec'h, etre 7 ha 12 metr a hirder dezhañ, goloet gant daroù a-led. Pep trepas a zigor ouzh ar gevred.

Hirder : 72 metr.
Ledander : Etre 20 ha 25 metr.
Uhelder : 9 metr.
Ec'honder : Etre 6500 ha 7000 metr karrez.
Pouez : Etre 12000 ha 14000 tonenn.

Kinklet eo pep pezh gant arouezioù binvioù, armoù ha loened. Gwelout a reer ivez ar furm U war ar speurennoù meur a wezh.

Nebeut a dra a zo bet kavet e-kerzh ar furchadennoù, hogen liesseurt int. Bez' ez eus en o zouez laonennoù bouc'hili lufret ha begoù biroù sileks.