Mont d’an endalc’had

Anubis

Eus Wikipedia
Anubis
in
p
wC6
Inpou pe Anepou (ἰnpw)
Skeudenn vodern awenet gant livadurioù bezioù eus an Nevezimpalaeriezh

Anubis (henc'hresianeg : Ἄνουβις) eo anv a orin henc'hresianek[1] un doue e benn aourgi liammet gant ar balzamegekadur hag ar vuhez er bed all e relijion Henegipt. En henegipteg e veze anvet Inpu (skrivet a-wezhioù Anup, Anpu, Ienpw)[2].
Hervez un dreuzskrivadenn akkadek e lizheroù Amarna e oa distaget anv Anubis evel Anapa[3] Ar meneg koshañ anezhañ a gaver e testennoù piramidennoù an Henimpalaeriezh ma oa liammet gant interamant ar faraoned[4]. D'ar mare-hont e oa Anubis doue pouezusañ ar re varv met kemeret e voe e lec'h e-doug ar grennimpalaeriezh gant Osiris[5].

Anvioù all en deus, a zo stag ouzh e roll el lidoù-kañv, evel hennezh hag a zo e lein ar menez, a bouez war e roll gwareziñ ar re varv hag o bezioù, hag an titl Hennezh hag a zo el lec'h ma saver ar balzamegennoù, a laka ar pouez war al lidoù a dalveze da brientiñ ar vuhez goude ar marv[4].
Evel kalz doueed all eus Henegipt en doa Anubis perzhioù disheñvel e kenarroudennoù liesseurt, ha dibunadeg foran ebet ne veze graet en Henegipt da skouer hep ur skeudenn eus Anubis douget dirazi.

Graet e vez Anpout eus gwreg Anubis, hag an doueez Kebec'het eoa o merc'h.

  1. Charles Russell Coulter, Patricia Turner, Encyclopedia of ancient deities,Sammy Northam Rocks, 2000, p. 58 (ISBN 0786403179)
  2. The Gods of Ancient Egypt - Anubis
  3. The Tell Amarna Tablets
  4. 4,0 ha4,1 Wilkinson, Richard H. (2003). The complete gods and goddesses of ancient Egypt. London : Thames & Hudson. 188–190 p. ISBN 0-500-05120-8. 
  5. Charles Freeman, The Legacy of Ancient Egypt, Facts on File, Inc., 1997. p.91
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg