Devezh an timbroù
Neuz
En un nebeud broioù e vez embannet bep bloaz un timbr gant an alc’hwez Devezh an timbroù gant melestradurezh ar Postoù, evit brudañ implij an timbroù-lidañ hag an dimbrawouriezh. Un abeg evit kinnig un diskouezadeg eo ivez.
Alies a-walc’h e vez tennet danvez an timbr digant bedig-bed ar Postoù : paotred-al-lizheroù gwechall, ar c’hirri-tan implijet gant ar velestradurezh evit treuzdougen al lizheroù, skeudenn an timbr kentañ bet moullet er vro, hag all.
Abaoe un toullad bloavezhioù e klask Postoù Bro-C’hall broudañ ar re yaouank da doullañ un dastumadenn dre embann skeudenn harozed bannoù-treset brudet,Lucky Luke ha Tintin da skouer.
Bloavezh kentañ an embann hervez ar broioù :
- Aostria : miz Kerzu 1935 ;
- Alamagn : 7 a viz Genver 1936, deiz-ha-bloaz Heinrich von Stephan, hag adarre e miz Here 1948 ;
- Bro-C'hall : 1947.