Mont d’an endalc’had

Desert Eagle

Eus Wikipedia
Desert Eagle
Ur bistolenn Desert Eagle Mark XIX e .44 Magnum
Kinnig
Broioù Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Banniel Israel Israel
Doare Pistolenn damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest gazoù
Munisionoù .50 Action Express
.44 Magnum
.440 Cor-Bon
.429 DE
.41 Magnum
.357 Magnum
Produerien IWI
IMI
Saco Defense
Magnum Research
Mare produiñ Abaoe 1983
Perzhioù teknikel
(hervez an adstummoù)
Mas (hep kartouchenn) 1,769 kg ha 1,995 kg
Hirder Etre 269 ha 374 mm
Hirder ar c'hanol 152 pe 254 mm

Tizh ar boledoù V0 470 m/s (e .50 AE)
Endalc'h Karger fiñv 7, 8 pe 9 kartouchenn (hervez ar c'halibr)
Adstummoù Mark I, Mark VII ha Mark XIX
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An Desert Eagle zo ur bistolenn damaotomatek un-ober ijinet gant embregerezhioù stadunanat hag israelian ha produet abaoe 1983, er Stadoù-Unanet dreist-holl. Un arm galloudus eo, brudet evit gellet kambriñ ar munisionoù uhel o c'halibr .50 Action Express. Savet e oa bet evit ma c'hallfe hec'h implijer cheñch kalibr an arm aes a-drugarez d'un nebeud pezhioù simpl[1]. Mont a ra en-dro gant ur sistem tennata dre amprest gazoù, ha n'eo ket dre argil evel war ar braz eus ar pistolennoù modern. Tri adstumm anezhi a gaver, anvet Mark I, Mark VII ha Mark XIX.

  1. ↑ (fr) MC NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 102
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan