Des Knaben Wunderhorn

Eus Wikipedia
Des Knaben Wunderhorn, embannadur 1874
Des Knaben Wunderhorn (Entwurfszeichnung zu einem Gemälde von Moritz von Schwind)
(Gestochener) Titel des Erstdrucks von 1806
Die Titelkupfer Band III (1808)
Titelkupfer des Anhangs „Kinderlieder“ in Band III

Des Knaben Wunderhorn. Alte deutsche Lieder, pe Korn hud ar bugel, zo un dastumad Volkslieder, pe kanaouennoù-pobl alamanek, darn anezho ken kozh ha dibenn ar Grennamzer. Embannet eo bet teir levrenn an oberenn e Heidelberg, e Dugelezh-veur Baden, etre 1805 ha 1808, gant an daou varzh romantel alaman, Clemens Brentano ha Ludwig Achim von Arnim. Heuliañ a raent neuze skouer Goethe ha Herder, a oa troet-kaer gant ar varzhoniezh-pobl.

Pouez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ur mare ma oa rannet Alamagn hag aloubet gant armeoù gall Napoleon e kinnige al levr gweledigezh un Alamagn unvan dre ar yezh hag ar sevenadur. Goethe, pouezusañ skrivagner alamanek e amzer, a lavaras « e ranke Des Knaben Wunderhorn kaout e lec'h e pep ti ». Gwelout a c'haller gwelout en embannadur-se gwrizioù an emsav unvaniñ ar vroad alaman hag an hollc'hermanegezh.

Labour personel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arnim ha Brentano, evel ar Saoz Thomas Percy, a gemmas ar skridoù hervez o soñjoù war ar varzhoniezh ha war ar yezh, da glotañ gant ar yezh vodern. Sevel a rejont ivez un toullad eus ar c'hanoù.
Ne voent ket tamallet ken garv abalamour da se ha ma voe Kervarker e Breizh.

En XXvet kantved ez eus bet un embannadur gant Heinz Rölleke hag a gont istor pep kan[1].

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pezhioù zo eus an oberenn zo bet savet sonerezh dezho gant tud evel Weber, Mendelssohn, Schumann, Loewe, Brahms ha Zemlinsky.

Unan eus levrioù muiañ karet Gustav Mahler e oa an oberenn ha sevel a reas tonioù evit kalz anezhe a-hed e vuhez.

Des Knaben Wunderhorn ha sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibabet e voe kanoù-pobl an dastumad, klevet e genoù ar bobl pe kavet el levrioù kozh, en sell da seveniñ ur gefridi sevenadurel, hervez soñj Arnim : diskouez ha daskor d'ar bobl teñzorioù he barzhoniezh berniet ganti a-hed ar c'hantvedoù. Brentano avat eo al labour arzel a oa a-bouez dezhañ.


Levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant an oberenn-se eo bet levezonet ar remziadoù barzhed deuet en he goude (Eichendorff, Uhland, Mörike, Geibel, Heine, Lenau) ha sonaozourien e-leizh (Weber, Schubert, Schumann, Brahms, Mahler, R. Strauss).
Evel kontadennoù Grimm he deus awenet skrivagnerien all ivez dre Europa, hag e Breizh ivez.

Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skouer Brentano hag Arnim eo a voe heuliet gant Kervarker, ganet e 1815, pa savas Barzaz Breiz, embannet e 1839.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. von Arnim, Achim & Brentano, Clemens (1987), Rölleke, Heinz, ed., Des Knaben Wunderhorn, Stuttgart: Reclam 

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En alamaneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Arnim, Achim von; Brentano, Clemens (Hgg.): Des Knaben Wunderhorn. Alte deutsche Lieder, 3 Bde; Tübingen: J. C. B. Mohr, 1926; Nachdruck der Ausgabe: Heidelberg: Mohr und Winter, 21819
  • Arnim, Achim von; Brentano, Clemens (Hgg.): Des Knaben Wunderhorn. Alte deutsche Lieder; hrsg. von Heinz Rölleke; Frankfurt am Main; Leipzig: Insel-Verlag, 2003; ISBN 3-458-17150-9

Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Le Cor merveilleux de l’enfant, Le Petit Véhicule, Le carré de l'imaginaire, 2002.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]