Departamant Biedma
Neuz
Biedma zo unan eus 15 departamant proviñs Chubut en Arc'hantina. Puerto Madryn eo ar penn-lec'h. Brudet eo ledenez Valdés.
12.940 km² zo dindani, ha bevennet eo er su gant departamentoù Rawson ha Gaiman, er c'hornôg gant hini Telsen, en norzh gant proviñs Río Negro, hag er reter gant ar Meurvor Atlantel.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv eus hini Francisco de Biedma y Narváez a zeuas gant e vreur Antonio en tolead hag a savas ur c'hreñvlec'h en 1778.