Denis de la Barde
Neuz
(Adkaset eus Denis de la Barre)
Denis de la Barde
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Denis |
Anv-familh | de La Barde |
Deiziad ganedigezh | 1600 |
Deiziad ar marv | 22 Mae 1675 |
Micher | prelate, eskob katolik |
Karg | diocesan bishop |
Relijion | Iliz katolik roman |
Consecrator | Victor Le Bouthillier, François Lefèvre de Caumartin, Étienne de Puget |
Denis de la Barde (c. 1600 – 22 a viz Mae 1675) zo bet anvet da eskob Sant-Brieg d'an 10 a viz Mezheven 1641, kouzoumennet d'ar 26 a viz Mae 1642 ha sakret d'ar 6 a viz Gouere 1642 gant e eontr, arc'heskob Teurgn, en iliz Maria-lid e Pariz.
Er bloaz 1643, dirak Breujoù Breizh bodet e Gwened, e tisplegas prezegenn-gañv Armand Jean du Plessis de Richelieu, kardinal Richelieu]] (1585-1642).
Er bloaz 1644 e tiazezas kloerdi Sant-Brieg, a roas da veleien Urzh al Lazaristed eus Breuriezh ar Mision ; goude e dremenvan hepken e voe echuet al labourioù.
Graet en eus ivez adsevel en doare klasek ostaliri Bellescize, lojeiz eskibien Sant-Brieg.
-
Troc'het ; e gab en aour e deir c'hregilhenn en sabel ; e veg en glazur e rodig-kentr en aour
-
Kloerdi Sant-Brieg e 1926
-
Ostaliri Bellescize