Denis Mukwege
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Republik Demokratel Kongo, Belgia |
| Anv e yezh-vamm an den | Denis Mukwege |
| Anv ganedigezh | Denis Mukwege |
| Anv-bihan | Denis |
| Deiziad ganedigezh | 1 Meu 1955 |
| Lec'h ganedigezh | Bukavu |
| Kar | Fabrice Mvita |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | human rights defender, gynecologist, obstetrician, Pastor |
| Implijer | Panzi Hospital |
| Bet war ar studi e | Université libre de Bruxelles, University of Angers, Université du Burundi, Université de Kinshasa |
| Diplom skol-veur | University of Angers |
| Affiliation string | Panzi Hospital and Foundation |
| Relijion pe kredenn | Pentecostalism |
| Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2019 |
| Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences, The Elders |
| Dedennet gant | gynaecology |
Denis Mukwege, ganet d’ar c’hentañ a viz Meurzh 1955 e Bukavu (Republik Demokratel Kongo) a zo bet loreet gant ar priz Sakharov e 2014 ha priz Nobel ar peoc'h e 2018[1]. Medisin ar merc'hed eo, stourmer evit gwirioù mab-den e Republik demokratel Kongo ha pastor kristen avielek.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a reas gant e studioù kentañ derez e skol laik Bukavu, war-lerc’h en Institut Bwindi. Tapout a reas un diplom biokimiezh e fin e studioù eil derez.
E Burundi e krogas da vat Denis Mukwenge da studiañ ar medisinerezh. Mont a reas da Añje evit arbennikaat war ar gwiliouderezh.
Un den a stourm evit ar maouezed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Feuket oa an aotrou Mukwenge o tistreiñ d'ar C'hongo abalamour d'ar mac'hagn genel a veze graet d'ar maouezed[2]. Kroget e voe neuze ur stourm bras gantañ, ur stourm evit pareañ ar mac’hagn genel hag a-enep ar forzhidigezh evel armoù brezel.
Medisin ar merc'hed e oa. Savet en deus ospital Panzi e su Kivu e 1999. En ospital-se e voe sikouret ha saveteet tro-dro 50 000 maouez klañv etre 1999 ha 2022. Divizet en doa ivez degemer an holl vaouezed a deue d'an ospital evit ober war o zro.
Skrivet en deus ivez levrioù evel da skouer La force des femmes (2021) ; Réparer les femmes. Un combat contre la barbarie (2019) ; ha Plaidoyer pour la vie (2016).
Prizioù e-leizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2018 e oa bet dilennet Denis Mukwenge evit priz Nobel ar peoc'h.
Roet eo bet ar priz Nobel d'an aotrou Mukwenge abalamour ma kemer perzh evit ar maouezed a zo bet gwallet. Sikouret en deus ar maouezed-se war fedoù psikologel met ivez diwar fedoù fizikel evel gwalloù fizikel. E vezañs a oa bet gourc'hemennet ivez, chom a rae tost d'ar maouezed klañv, kalonekaet e veze an dud klañv gantañ, sioulaet e veze anezhe ivez gant se.
Gounezet en deus ivez prizioù all evel Priz gwirioù mab-den ar Republik c’hall (2007), Priz gwirioù mab-den ar Broadoù Unanet (2008), Priz Sakharov (2014).
Deuet e oa da skol-veur Roazhon 2 e miz Du 2024 evit digoradur ofisiel ur gador-gelenn diwar-benn ar feulster a-enep ar maouezed[3].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn ar priz Nobel, 2018.
- ↑ Nobel de la paix : Denis Mukwege, un médecin dévoué à la cause des femmes violées, Le Monde, 5 a viz Here 2018.
- ↑ (fr) Kinnig ar gador-gelenn war lec'hienn skol-veur Roazhon 2