Mont d’an endalc’had

Bukavu

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Bukavu e RDK
Iliz-veur Bukavu

Bukavu zo ur gêr e reter Republik Demokratel Kongo, pennlec'h proviñs Sud-Kivu, war ribl mervent lenn Kivu.

Savet e voe e 1901 gant an drevadennerien velgiat hag anvet Costermansville etre 1927 ha 1953. E 1967 e c'hoarvezas un emgann etre soudarded katangat ha goprsoudarded european a-enep soudarded Mobutu. E Bukavu hag en trowardroioù e voe graet torfedoù brezel, gwalloù ha lazhadegoù etre 1996 ha 2004 da vare brezelioù Kongo.