Deal (Kent)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Deal
The castle, Deal, England-LCCN2002696656.tif
Kastell Deal e dibenn an XIXvet kantved
Kent UK location map.svg
Deal
Red Dot.gif

51° 13' 21.36" N, 1° 24' 2.16" R
Stad Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Bro Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Rannvro Gevred Bro-Saoz
Kontelezh Flag of Kent.svg Kent
Distrig Dover

Poblañs
hep kontoù doubl
30 085 (2011)
Maer David Cronk (2017)

Kod post CT14
Kod pellgomz 01304

Internet www.deal.gov.uk

Deal zo ur gêr e kontelezh Kent, e gevred Breizh-Veur, war harzoù Mor Breizh ha Mor an Norzh (strizh-mor anavezet evel Fretum Gallicum e latin, The Channel e saozneg)

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar meneg kentañ a gaver eus ur geriadenn eno, gant an anv Addelam, a gaver en Domesday Book e 1086. E 1158 e kaver ar stumm Dela (Feet of Fine Pipe Roll), ha Dale e 1275 (Rotuli hundredonum). Dont a ra eus ar ger hensaoznek dael a dalveze kement ha "traoñienn".[1]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aquilifer = Douger Erer Legio X, o kas ar Romaned d'an argad.
Delwenn savet gant kêr Deal
Argadenn gentañ Jul Kaezar, -55

E fin miz Eost 55 kent J.-K. e voe argadenn gentañ Jul Kaezar war Enez Vreizh. Deuet e oa ar Romaned a-benn da zilestrañ war aod Deal en abardaez. Ur porzh e teuas Deal da vezañ er Grennamzer. Savet e voe kestell tro-war-dro kêr gant Herri VIII : Kastell Sandown, Kastell Deal ha Kastell Walmer, evit difenn ar porzh diouzh argadennoù estren.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Eilert Ekwall, The Concise Oxford Dictionary of English Place-names, p.140.


Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jul Kaezar : Brezelioù Galia.
  • Michel Rambaud : L'art de la déformation historique dans les Commentaires de César. Belles Lettres. Paris. 1966
  • Frank W. Jessup : A History of Kent. Phillimore. Chichester. 1974 - 1978
  • John Morris : Domesday Book; Vol. 1 Kent. Phillimore. Chichester. 1983
  • Peter Salway : Roman Britain. Oxford University Press. 1984