Deal (Kent)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Deal)
Deal

Kastell Deal e dibenn an XIXvet kantved
Deal

51° 13' 21.36" N, 1° 24' 2.16" R
Stad Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Bro Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Rannvro Gevred Bro-Saoz
Kontelezh Kent
Distrig Dover

Poblañs
hep kontoù doubl
30 085 (2011)
Maer David Cronk (2017)

Kod post CT14
Kod pellgomz 01304

Internet www.deal.gov.uk

Deal zo ur gêr e kontelezh Kent, e gevred Breizh-Veur, war harzoù Mor Breizh ha Mor an Norzh (strizh-mor anavezet evel Fretum Gallicum e latin, The Channel e saozneg)

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar meneg kentañ a gaver eus ur geriadenn eno, gant an anv Addelam, a gaver en Domesday Book e 1086. E 1158 e kaver ar stumm Dela (Feet of Fine Pipe Roll), ha Dale e 1275 (Rotuli hundredonum). Dont a ra eus ar ger hensaoznek dael a dalveze kement ha "traoñienn"[1].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aquilifer = Douger Erer Legio X, o kas ar Romaned d'an argad.
Delwenn savet gant kêr Deal
Argadenn gentañ Jul Kaezar, -55

E fin miz Eost 55 kent J.-K. e voe argadenn gentañ Jul Kaezar war Enez Vreizh. Deuet e oa ar Romaned a-benn da zilestrañ war aod Deal en abardaez. Ur porzh e teuas Deal da vezañ er Grennamzer. Savet e voe kestell tro-war-dro kêr gant Herri VIII : Kastell Sandown, Kastell Deal ha Kastell Walmer, evit difenn ar porzh diouzh argadennoù estren.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Eilert Ekwall, The Concise Oxford Dictionary of English Place-names, p.140.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jul Kaezar : Brezelioù Galia.
  • Michel Rambaud : L'art de la déformation historique dans les Commentaires de César. Belles Lettres. Paris. 1966
  • Frank W. Jessup : A History of Kent. Phillimore. Chichester. 1974 - 1978
  • John Morris : Domesday Book; Vol. 1 Kent. Phillimore. Chichester. 1983
  • Peter Salway : Roman Britain. Oxford University Press. 1984