David ar Gall
David ar Gall a zo kelenner ha skrivagner. Skrivañ a ra barzhonegoù ha danevelloù.
Emañ hiziv o kelenn brezhoneg e Skolaj Diwan Gwened. Bet eo rener ar skolaj-se ivez. Bet en deus Priz Emglev Bro an Oriant e 2000 ha Priz Imram 2010.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Gwenedour hag an Inuitez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannadurioù Tres, 2006.
Ar Gwenedour hag an Inuitez zo ul levr danevelloù bet embannet e fin ar bloaz 2006 get David Ar Gall, liv brezhoneg Bro Pourlet, e vro orin, getañ. Mont a ra pemzek danevell d'e ober a-hed 170 pajenn. Beajiñ a ra al lenner ag an amzer vremañ betek mare an dispac'h ; a Vreizh betek ar Greunland, pe betek un enezenn kollet get ur meuriad debrerion tud... Istorioù kriz 'vez savet get David Ar Gall, get ur sell hag ur fent du... Ar skrivagner a ouia penaos sevel un istoer, tudennoù, un aergelc'h.
E "Karr... m'ho kar", da skouer, e tanevell istor un paotr yaouank skoet get e dad ha, war-lerc'h, get krennarded er skol. Skoet betek bout kaset d'an ospital, met n'eus ket kement-se a dud da sikour getañ. Istorioù evel-se a c'hellehe bout gwir da vat. "Dasson an taboulin" a zo ivez istor ur paotr yaouank, digourdi met paour-razh, da vare an Dispac'h. Mont a ra da soudard er morlu, ha David ar Gall a ro un tañva, e-barzh un nebeud pajennoù, eus ar vuhez e-barzh ar bagoù-brezel d'ar c'houlz-se. Kant skouerenn hepken zo bet tennet ag al levr-se na vez ket gwerzhet er stalioù-levrioù.
Hent Arkadius
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannadurioù Al Liamm, 2009.
Gant an tolpad danevelloù-mañ e laka war-wel ur bed liesliv : a-wezhioù teñval ha du, livañ a ra bedoù kriz, amzerioù da zont goulazhet, bedoù pulluc’het, gant fent ur gwenedour evel-just. Gwezhioù all e vo trec’h ar vuhez, ar garantez. War hent Arkadius ne c’hell ket an enoe bout trec’h gwezh ebet.
An avel en ho plev
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannadurioù Al Liamm, 2012.
Ur romant polis kenskrivet eo.
Bara Brith
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannadurioù Al Liamm, 2015.
Pa gej Anna, studierez e skol-Veur Roazhon gant Helen ar Gembreadez, e tro he buhez d'ul luziatez hag e ranko mont betek penn gant red diroll an darvoudoù...
Maelig hag ar vorlaeron
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannadurioù Keit Vimp Bev, 2016.
Edan e anv pluenn "Gabriel Goubin" eo bet savet ar romant-mañ. Un istoer morlaeron savet evit ar grennarded.
Traoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanennoù : krouer kanennoù ofisiel ar Redadeg 2010 ha 2016.