Mont d’an endalc’had

Das Narrenschiff

Eus Wikipedia
Das Narrenschiff, gant Hieronymus Bosch.
Ilustrace Brantovy Lodi bláznů na dřevorytu roku 1549

Das Narrenschiff pe Daß Narrenschyff ad Narragoniam ("Lestr ar Folled") zo un oberenn alamanek e 7000 gwerzenn gant an Elzasad Sebastian Brant (14571521) hag embannet e 1494 gant Johann Bergmann von Olpe en Basel, en Suis, hag a reas berzh bras.
Renabliñ a ra meur a seurt follentez war un ton a zo flemmus ha kentelius a bep eil. Awenet eo gant spered ar C'hempenn relijiel hag al lennegezh pobl, ar c'hrennlavaroù.

Hollwashaour eo spered an oberenn, ne gred ket an oberour e c'hall an dud gwellaat met n'hall ket mirout a vazhata nag a genteliañ. Ne glask ket reizhañ ar sioù na gwalldechoù a ziskuilh didrabas hep ober kemm etre pec'hedoù bras ha bihan : an holl a gas mab-den da goll.

E 1494 e voe moulet an embannadur kentañ e Basel. Goude e voe adembannet meur a wech, gant koadengravadurioù. E 1494 ivez e voe adembannet e Nürnberg, Augsburg ha Reutlingen ; un doare «kresket » zo bet ivez, e Strasbourg e ti Johann Grüninger, hag adarre en Basel en 1495 ha 1499.

Un doare latin zo bet, Stultifera navis, troet gant e vignon Jacques Locher eus Skol-veur Freiburg hag embannet gant Josse Bade, alias Badius Ascensius, en 1497, e Freiburg, hag e Pariz en 1505, adembannet ouzhpenn dek gwech.

Doareoù gallek zo bet entre 1497 ha 1499, evel La Nef des Folz du Monde, moullet gant Guillaume Balsarin e Lyon e 1498, troet diwar doare latin Locher gant Jean Drouyn. E 1625 e voe graet an embannadurioù alamanek diwezhañ, en 1635 en flandrezeg, ha goude e voe peuzankouaet.

Metaforenn an nev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouzout a ra an oberour ez a al lestr da ober peñse gant an dud a zo warnañ. Ar vetaforenn-se eo diazez al levr nemet ez a abred diwar wel pa grog da zibunañ ar c'hant poltred bennak, en ur ziwall mat da chom hep menegiñ an dud a c'halloud na da reiñ anv ebet.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Sébastien Brant, La Nef des fous, troet gant Nicole Taubes, embannadurioù Corti, Les Massicotés, 2010.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.