Danièle Évenou
Neuz
Danièle Évenou | |
Danièle Évenou e 2016 e festival filmoù Cabourg.
| |
Anv ofisiel | Danielle Anne Marie Evennou |
---|---|
Ganedigezh | 21 a viz C'hwevrer 1943 Tunis , Tunizia |
Broadelezh | Frañs |
Micher(ioù) | Aktour |
Danielle Anne Marie Evennou zo un aktourez, brezhonegerez a-vihanik, bet ganet d'an 21 a viz C'hwevrer 1943 e Tunis.
Hi a oa "Marie Lorieux" en abadenn skinwel vrudet Marie Pervenche a reas berzh er bloavezhioù 80. Anavezet eo evit he fersonelezh virvidik hag evit bezañ bet mestrez da Jacques Brel ha gwreg da Jacques Martin. Dimezet eo bet ivez da Georges Fillioud, kazetenner bet ministr ar c'hehentiñ e gouarnamantoù Pierre Mauroy.
Alies e kemer perzh en abadenn On va s'gêner gant Laurent Ruquier war Europe 1.
He filmoù hir
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1961 : Les Parisiennes : Sophie gant Marc Allégret,
- 1962 : Un chien dans un jeu de quilles gant Fabien Collin,
- 1966 : Le Saint prend l'affût gant Christian-Jaque,
- 1969 : La Honte de la famille gant Richard Balducci,
- 1971 : Franz gant Jacques Brel,
- 1972 : Les Caïds gant Robert Enrico,
- 1972 : Na ! gant Jacques Martin,
- 1973 : Le Far-West gant Jacques Brel,
- 1975 : Les vécés étaient fermés de l'intérieur gant Patrice Leconte,
- 1979 : C'est encore loin l'Amérique ? gant Roger Coggio,
- 1985 : Suivez mon regard gant Jean Curtelin,
- 2001 : Nha fala gant Flora Gomes,
- 2002 : Ma femme s'appelle Maurice gant Jean-Marie Poiré,
- 2012 : Un Marocain à Paris gant Saïd Naciri,
- 2014 : Fiston gant Pascal Bourdiaux.