Danaidezed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Danaidezed o lazhañ o friedoù.
An Danaidezed (1903), gant John William Waterhouse, met ne weler nemet pemp eus an nav Danaidez ha daou-ugent a oa en-dro d'ar c'hrouer.

An Danaidezed e oa hanter-kant merc'h Danaos, roue Argos e mojennoù Hellaz kozh.

Mojennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tabut a savas etre Danaos hag e vreur gevell Aigyptos. War ali an doueez Athena ez eas Danaos gant e verc'hed da Argos, en ur vag hanter-kant roeñv. Da drugarekaat an doueez e savas ar merc'hed un templ dezhi en Argos.

Sec'hour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu Danaos roue Argos. Neuze e teuas ur sec'hor vras. Kaset e voe ar merc'hed da gerc'hat dour. Unan anezho, Amymone, a voe darbet dezhi bout gwallet gant ur satir. An doue Poseidon a glevas he garmoù hag a daolas e forc'h tridantek ouzh ar satir. Egile a ziarbennas an taol, hag ar forc'h plantet en ur roc'h. Anezhi e ruilhas teir froud, ma voe saveteet Argos eus ar sec'hor.

Eured[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez' e oa an hanter-kant merc'h da eurediñ da hanter-kant mab Aigyptos, breur gevell Danaos, roue Egipt hervez ar vojenn. Lazhañ a rejont o gwazed da nozvezh kentañ o eured, nemet unan ne reas ket. Abalamour da se e voent kondaonet da dremen ar beurbadelezh o tegas dour da leuniañ ur c'hrouer, pe ur ridell.

E galleg (evel e spagnoleg hag italianeg) e komzer eus le tonneau des Danaïdes, evel pa vije bet un donell doull.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.