Verb-damskoazellañ

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Damskorverb)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb-damskoazellañ (Y.B.B.) pe damskorverb evit komz eus ur rummad verboù resis, aet hogozik da get o pouez semantikel, a dalvez da sevel troadelloù verbel implijet a-gevret gant un anv-verb, da skouer:

"Fellout a ra din mont"
Fellout a raVERB-DAMSKOAZELLAÑ (displeget) din montVERB PENNAÑ (anv-verb)

Evel ma tiskouez ar skouer-mañ e c'hell bezañ implijet ur verb kenskoazell a-gevret gant ur verb-skoazellañ:

{[(FelloutVERB-0DAMSKOAZELLAÑ (anv-verb) a raVERB-SKOAZELLAÑ ("ober" displeget)) dinGOUZAÑVER] montVERB PENNAÑ (anv-verb)}"

Verboù-skoazellañ kv. verboù-damskoazellañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disheñvel eo ar verboù-damskoazellañ diouzh ar verboù-skoazellañ-rik rak daoust ha m'eo aet da get penn da benn pouez semantikel ar verboù-skoazellañ ha ne dalvezont ken da elfennoù frammadurel, diouzh an tu all avat daoust ha m'eo aet war wanaat pouez semantikel orin ar verboù-damskoazellañ n'eo ket aet da get penn-da-benn, ha peurliesañ ez eus ul liamm etre ster implij orin ar verb-damskoazellañ hag e arc'hwel en un troadell.

Doareoù verboù-damskoazellañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Isrannet e c'hell bezañ ar verboù-damskoazellañ e tri rummad pennañ hervez bep o arc'hwel:

  • Verboù-damskoazellañ amzeriañ: talvezout a reont da resisaat an amzer ma tegouezh un darvoud bennak, da skouer e galleg:
"La pluie doit revenir demain" ("Glav a raio warc'hoazh sur")
  • Verboù-damskoazellañ doareañ: o tennañ d'ar fed ma c'hell c'hoarvez un darvoud bennak, d'ar hetiñ ha d'ar fed ma rank c'hoarvezout un darvoud bennak, da skouer e brezhoneg:
"Gallout (a raio) dont"
"Karout (a rafen) mont"
"Rankout (a rez) mont"
  • Verboù-damskoazellañ aveziañ: talvezout a reont da resisaat an arvez ma tegouezh un darvoud bennak, da skouer e galleg:
"il vient (de) partir" ("O paouez degouezhout emañ")
"il se mit a pleurer" ("stagañ a reas da leñvañ")

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h pe seizh verb-damskoazellañ zo e brezhoneg. Peurliesañ e talvez ar verboù damskoazell e brezhoneg evit doareañ, implijet gantañ troiennoù all e lec'h verboù-damskoazellañ amzeriañ hag arveziañ, da skouer an araogennoù "war-nes", "o paouez", h.a.

Setu roll ar verboù-damskoazellañ e brezhoneg (skouerioù diwar F. Kervella):

  • "Dleout" ("Bezañ dav"), d.s.:
"Ar vugale a zle sentiñ ouzh o zud"
"En ti-se eo e tle bezañ o chom"
Kv. "Dav eo dezhañ mont d'ar gêr diouzhtu"
  • "Fellout", d.s.:
"Ne fell ket dezhañ lezel e verc'h da zimeziñ"
  • "Gallout" ("Bezañ gouest"), d.s. :
"Gallout a rit dougen ar samm-se?"
"Gallout evañ ur banne, pebezh plijadur"
"An dra-se a c'hellfe bezañ"
Kv. "N'eo ket gouest na da gomz na da flach"
  • "Karout" ("Kaout c'hoant")", d.s.:
"Me a garfe lenn al levr-se"
"Mar karfes mont ivez"
Kv. "C'hoant en deus da lenn ar pennad-se"
  • "Lakaat"/"Ober", d.s.:
"Lakaet em eus ober ur re votoù nevez"
(→ "Lakaet em eus anezhañ da ober din ur re votoù nevez")
"Lakaat a rin kas deoc'h al levr-se"
(→ "Lakaet e vo al levr-se da vezañ kaset deoc'h")
"Gra ar c'hi-se mont kuit alese 'ta!"
"Graet en deus dezhañ kas e labour da benn"
  • "Rankout" ("Bezañ ret"), d.s.:
"''"Mervel a ranko an holl dud"
"Mont a rankan kuit diouzhtu"
"Evit bezañ ken kastiz e rank bezañ klañv"
Kv. "Ret eo mervel"
Kv. "Ret eo deoc'h holl mont"

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]