Mont d’an endalc’had

Damien Saez

Eus Wikipedia
Damien Saez e Belgia e 2010.

Damien Saez, ganet d'ar 1añ a viz Eost 1977 e Saint-Jean-de-Maurienne e Savoie, zo ur son-aozour, kaner ha barzh gall.

Yaouankiz

Damien Saez a zo ganet diwar un tad a orin spagnol hag ur vamm a orin aljerian. A-raok dizimeziñ e dud, pa oa 4 vloaz, e vevent holl en Alpes-de-Haute-Provence. Goude-se ez ejont da vevañ da gêr Marsilha. D'an oad a 8 vloaz, ez a ar familh da vevañ da garter La Fontaine d'Ouche, a zo e Dijon. Mont a ra d'ar c'h-Conservatoire à rayonnement régional de Dijon, e klasad piano ar c'helenner Boris Nedeltchev. 9 vloaz war-lerc'h e kuitaa ar skol, diplomet d'an oad a 17 vloaz.

Hent ar sonerezh

Kerkent ha tapet e vachelouriezh gantañ, mont a ra da Bariz gant ar c'hoant bezañ brudet ha bevañ eus e sonerezh. E 1995, ez eo e burev Alix Turrettini, manager Mathieu Boogaerts ha Zazie lakaat a ra ar produour da glevet 30 kanaouenn piano-mouez.

  • 1999: Jours étranges
  • 2002: God Blesse (pladenn doubl: God Blesse ha Katagena).
  • 2004: Debbie
  • 2008: Varsovie (teir pladenn: Varsovie, L'Alhambra ha Paris).
  • 2010: J'accuse
  • 2012: Messina
  • 2013: Miami
Damien Saez e 2013.