Mont d’an endalc’had

Dagestan

Eus Wikipedia
Респу́блика Дагеста́н
Republik Dagestan
Banniel Skoed-ardamez
Yezhoù ofisiel rusianeg
avareg
azeri
lezgieg
koumikeg
dargineg
Kêr-benn Mac'hatchkala
Gorread 50.300 km²
Poblañs 2 737 313
Stankter 54
Prezidant Ramazan Abdoulatipov

Republik Dagestan (e rusianeg: Респу́блика Дагеста́н) zo ur republik e kevread Rusia, e hanternoz ar C'haokaz. Kêrbenn ha kêr vrasañ ar vro eo Mac'hatchkala, war aod Mor Kaspia.

Niverus eo ar strolladoù etnek en Dagestan ha komzet e vez eno yezhoù kaokazek, turkek pe iranek. Ar minorelezhioù niverusañ eo an Avared (war-dro 750.000), an Dargined (war-dro 425.000), ar C'houmiked (war-dro 365.000), al Lezgied (war-dro 340.000) hag al Laked (war-dro 140.000). Hervez mellad 11 bonreizh Dagestan eo ar rusianeg yezh ofisiel ar vro, asambles gant yezhoù pobloù Dagestan.