Dag Hammarskjöld
Dag Hjalmar Agne Carl Hammarskjöld, anavezet evel Dag Hammarskjöld (distaget [dɑːɡ ˈhamːarɧœld] e svedeg) (29 a viz Gouere 1905 – 18 a viz Gwengolo 1961) a oa un diplomat svedat, un ekonomour hag ur skrivagner. Eil pennsekretour Aozadur ar Broadoù Unanet e voe, adalek miz Ebrel 1953 betek e varv en ur gwallzarvoud nijerez en Afrika e miz Gwengolo 1961, pa oa 47 vloaz. Eñ eo an hini yaouankañ eus pennsekretourien ar Broadoù Unanet, hag an hini nemetañ a varvas e-kreiz e labour. Roet e voe dezhañ ar Priz Nobel evit ar Peoc'h, goude e varv.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Dag Hammarskjöld e Jönköping, e Sveden, met tremen a reas ar braz eus e yaouankiz en Uppsala. Mab e oa da Hjalmar Hammarskjöld, Kentañ Ministr Sveden eus 1914 da 1917, ha d'e wreg Agnes Almquist. Ober a reas e studioù e Skol-Veur Uppsala. Eno e tapas diplomoù prederouriezh ha gwir, hag un doktorelezh ekonomiezh.
Goude-se e voe o labourat evit gouarnamant Sveden e meur a bost, adalek 1930. E 1946 e teuas da vezañ kuzulier war an diaesterioù ekonomikel. E 1947 e voe anvet e Ministrerezh an Aferioù Diavaez hag e 1951 e teuas da vezañ Ministr an Aferioù Diavaez. Evel-se e kemeras perzh, en anv Sveden, e labourioù c'hwec'hvet dalc'h Bodadeg Veur ar Broadoù Unanet e Pariz e 1951-1952 hag er seizhvet dalc'h (1952-1953).
Dilennet e voe da Bennsekretour ar Broadoù Unanet, a-unvouezh, gant ar Vodadeg Veur, d'ar 7 a viz Ebrel 1953. Addilennet e voe, a-unvouezh ivez, e miz Gwengolo 1957.
En e raok: Trygve Lie |
Pennsekretour ar Broadoù Unanet Ebrel 1953 – Gwengolo 1961 |
War e lerc'h: U Thant |
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dag Hammarskjöld e lec'hienn ar Broadoù Unanet (ar) (en) (es) (fr) (ru) (zh)