Cribrarula pellisserpentis
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
|---|---|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Mollusca | ||
| Kevrennad : | Gastropoda | ||
| Urzhad : | Littorinimorpha | ||
| Kerentiad : | Cypraeidae | ||
| Genad : | Cribrarula | ||
| Anv skiantel | |||
| Cribrarula pellisserpentis Lorenz ,1999 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Cribrarula pellisserpentis a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral ha nevez diskrivet a vev e Madagaskar er Meurvor Indez an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Lorenz e 1999 dindan an anv genad Cribrarula hag hini ar spesad Cribrarula pellisserpentis[2],[3].
Talvezout a ra anv latin ar spesad pellisserpentis kroc'hen naer.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula pellisserpentis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea pellisserpentis Lorenz, 1999 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus isspesad ebet a zo bet diskrivet evit ar poent.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin ral ha nevez diskrivet a vez kavet dindan reier hag e-barzh frailhoù adalek live an izel mor en dour fankek an hini eo.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 16 mm ha 25 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 14 mm pe ramz betek 27 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel ha dreist-holl Cribrarula esontropia ha Cribrarula cribraria comma .
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo e Madagaskar er Meurvor Indez .
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=391592(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=457768(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)