Mont d’an endalc’had

Cribinau

Eus Wikipedia
Enez Cribinau, d'an daere

Enez Cribinau zo un enezenn vihan dirak aod kornaoueg Enez Mon, e hanternoz Kembre. E kumuniezh Aberffraw emañ, 2 km diouzh bourc'h Aberffraw.

D'an daere e c'haller mont d'an enezenn war droad. Warni ez eus un iliz vihan, gouestlet da Sant Cwyfan, hag a reer anezhi "Yr eglwys yn y môr" e kembraeg ("an iliz er mor"). Implijet e vez ur wech an amzer c'hoazh, evit badeziantoù pe euredoù.

War kartennoù kozh e weler e oa stag enez Cribinau ouzh an douar-bras gwechall. Soñjal a reer e voe krignet an aod gant ar mor tamm-ha-tamm hag evel-se e teuas da vezañ un enezenn distag. En XIXvet kantved e voe savet ur voger tro-dro d'an iliz ha d'ar vered da wareziñ anezho diouzh ar mor.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.