Mont d’an endalc’had

Cornelis Bloemaert

Eus Wikipedia
Cornelis Bloemaert, Sant Willibrord, 1630

Cornelis Bloemaert II (1603 en Utrecht28 a viz Gwengolo 1692 e Roma) a oa ul livour hag un engraver izelvroat.

Gant e dad, Abraham Bloemaert hag gant e zeskard Gerard van Honthorst e teskas Cornelis Bloemaert II ar vicher. Daoust ma heulias ur stummadur livour en em ouestlas d'an engraviñ. Mont a reas da Bariz e 1630, hag eno e savas engravadurioù diwar Temple des Muses, gant Michel de Marolles. E 1633 ez eas da Roma. E-touez perzhioù dibar e arz emañ pinvidigezh al livoù a implijas. E-touez ar re a resevas e gelennadurezh e voe Michel Natalis ha Gilles Rousselet. E-touez e engravadurioù brudetañ emañ Ar Familh santel (Annibale Carracci), Azeulerezh ar vêsaerien (Pietro da Cortona), ha Meleagros (Rubens).


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.